* an dekvet Sul
goude ar Sul-Gwenn*
Sul 2 a viz Eost 2026 – Dominica Decima post Pentecosten – an dekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 18vet Sul per annum)– eus eizhvetez Santez Anna
Goueler ar sizhunvezh 2-8 Eost
*+*+*+*+*+*
Dimanche 2 Août 2026 – Usus Antiquior: 10e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 18e Dim. per annum)
Saints & fêtes pour la semaine du 2 au 8 août
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 
novus ordo
eus Aviel s:Mazhev 14, 13-21
O vezañ klevet kement-se, Jezuz a yeas kuit ac’hano gant ur vag, hag en em dennas en ul lec’h digenvez, en distro; met ar bobl a ouezas an dra-se, hag ez eas an dud war e lerc’h, war droad, eus ar c’hêrioù tro-zro. Evel-se, pa zouaras e welas un engroez bras a dud, ha truez en devoe outo hag e pareas o zud klañv. Deuet an abardaez e tostaas e ziskibion outañ, hag e lavarjont: «Digenvez eo al lec’h-mañ, ha diwezhat eo dija; kas kuit an dud-se ma ‘z aint d’ar c’hêriadennoù da brenañ peadra da zebriñ.» Met Jezuz a lavaras dezho: «N’o deus ket ezhomm da vont war-raok; roit dezho, C’hwi hoc’h-unan da zebriñ.» Respont a rejont dezhañ: «N’hon eus amañ nemet pemp baraenn ha daou besk.» – «O degasit din amañ», emezañ. Gourc’hemennet gantañ d’ar bobl azezañ war ar geot e kemeras ar pemp baraenn hag an daou besk; hag o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, e lavaras ur vennigadenn; ha goude rannañ ar baraennoù, en o roas d’e ziskibion hag an diskibien d’ar bobl. Hag an holl a zebras, hag o gwalc’h o devoe; hag eus ar restachoù e tastumjont daouzek panerad leun a dammoù. Ar re o devoa debret a oa anezho pemp mil den pe war-dro, hep kontañ ar merc’hed hag ar vugale.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
Dominica Decima post Pentecosten
Digoradur
alm 54
Dum clamárem ad Dóminum, exaudívit vocem meam, ab his, qui appropínquant mihi : et humiliávit eos, qui est ante sǽcula et manet in ætérnum : iacta cogitátum tuum in Dómino, et ipse te enútriet.
Me avat a c’harm war-zu Doue ha klevout a ray va mouezh. Dasprenañ a ray e peoc’h va ene, diouzh ar brezel a reer ouzhin, Doue da selaouo ha d’o izelaat, Eñ hag a dron a holl viskoazh. Disamm da vec’h war an Aotrou, hag Eñ a bledo ganit
+ 2 / Exáudi, Deus, oratiónem meam, et ne despéxeris deprecatiónem meam : inténde mihi et exáudi me.
O Doue, roit skouarn d’am fedenn, na droit ket kein diouzh va aspedenn ; taolit pled ouzhin, respontit din.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh 2-8 Eost
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 2 au 8 août
*




