Sul 28 a viz Gouere 2024 – Dominica Decima post Pentecosten – an dekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 17vet Sul per annum) ; sant Samzun.
Dimanche 28 Juillet 2024 – Usus Antiquior: 10e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 17e Dim. per annum) ; saint Samson.
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
s. Mark 6, 30-34
En deizioù-se, an ebestel oc’h en em vodañ en-dro da Jezuz, a zanevellas dezhañ kement o devoa graet ha kement o devoa kelennet. Hag e lavaras dezho: «Deuit en ho part, c’hwi hoc’h-unan d’ul lec’h distro, ha diskuizhit un tammig.» Rak kement a dud a veze o vont hag o tont ma ne gavent ket zoken amzer da zebriñ o boued. Mont kuit a rejont gant ar vag d’ul lec’h digenvez, en distro. Met gwelet e oant bet o vont kuit, ha kalz a dud a anavezas doare a gement-se ma teredas ar bobl war droad, eus an holl gêriadennoù, d’al lec’h ma ‘z aent, ha ma tegouezhjont ahont en o raok. Evel-se, pa zilestras Jezuz e welas un engroez stank a dud, ha truez a gemeras outo dre ma oant evel deñved hep mesaer, hag e stagas da gelenn dezho kalz a dra.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima post Pentecosten
Digoradur
Salm 54
Me avat a c’harm war-zu Doue ha klevout a ray va mouezh. Dasprenañ a ray e peoc’h va ene, diouzh ar brezel a reer ouzhin, Doue da selaouo ha d’o izelaat, Eñ hag a dron a holl viskoazh. Disamm da vec’h war an Aotrou, hag Eñ a bledo ganit
+ 2 / Exáudi, Deus, oratiónem meam, et ne despéxeris deprecatiónem meam : inténde mihi et exáudi me.
O Doue, roit skouarn d’am fedenn, na droit ket kein diouzh va aspedenn ; taolit pled ouzhin, respontit din.
Miz santez Anna