ar Pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ eil Sul war 20 per annum)

Sul 1 a viz Gwengolo 2024Dominica Decima quinta post Pentecosten ar Pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ eil Sul war 20 per annum)

Dimanche 1 Septembre 2024 Usus Antiquior: 15e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 22e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

s. Mark 7

En amzer-se, en em zastumas en-dro da Jezuz ar Farizianed hag hiniennoù eus ar Skribed deuet eus Jeruzalem. O welout darn eus e ziskibien o kemerout o fred gant o daouarn dic’hlan, da lavarout eo hep bezañ o gwalc’het, e kavent abeg enno. Rak ar Farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket o boued hep bezañ gwalc’het ervat o daouarn, stag ma ‘z int ouzh Hengoun ar Re Gozh; ha pa zeuont en-dro diwar al leurgêr, ne zebront ket hep bezañ strinket dour warno o-unan; ha kalz traoù all a zo c’hoazh a viront hervez an Hengoun: gwalc’hadurioù an hanafoù, ar podoù, al listri-arem. Goulenn a reas eta ar Farizianed hag ar Skribed outañ : «Perak ne vir ket da ziskibion-te Hengoun ar Re Gozh, pa gemeront o fredoù gant o daouarn dic’hlan?» Respont a reas dezho: «Brav-kenañ en deus diouganet Izaia diwar ho penn, pilpouzed ma ‘z oc’h, p’en deus skrivet: Ar bobl-mañ am enor gant he muzelloù, met he c’halon a zo mil-bell diouzhin; un aner eo an doujañs a ziskouezont din pa gelennont ur gelennadurezh a zo gourc’hemennoù a-berzh an dud. Lezel a rit gourc’hemennoù Doue a-gostez evit mirout Hengoun an dud.» Hag o vezañ galvet adarre ar bobl davetañ e lavare dezho: «Va selaouit holl ha komprenit! N’eus netra a-ziavaez d’an den a gement a c’hell e lakaat dic’hlan en ur antren ennañ; hogen ar pezh a zeu er-maez eus an den eo an hini a laka dic’hlan an den. Neb en deus divskouarn da glevout, ra glevo !.» Rak eus an diabarzh, eus kalon an dud e teu ar mennadoù fall: gadaliezh, laeroñsi, muntrerezh, avoultriezh, gwall-c’hoantegezh d’ar madoù, fallagriezh, touellerezh, orged, avi, droukkomz, lorc’hentez, diboellegezh. An holl fallentezioù-se a zeu eus an diabarzh hag a laka an den dic’hlan.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima quinta post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 85, 1-2-3

Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me: salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te: miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.

Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din; va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h. Ho pet truez ouzhin, Aotroù, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz.

+ 4 / Lætífica ánimam servi tui : quia ad te, Dómine, ánimam meam levávi.

Roit levenez da ene ho servijer, rak davedoc’h Aotroù e savan va ene.