Eil Sul ar C’horaiz

Sul 5 a viz Meurzh 2023 – Eil Sul ar C’horaiz Domenica Secunda in Quadragesima

Dimanche 5 Mars 2023 – 2e Dimanche de Carême 

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Mazhev 17, 1-9

C’hwec’h devezh goude-se e kemer Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur evit o c’has en distro war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo : e zremm a lugerne evel an heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel ar sklêrijenn. Ha setu m’en em ziskouezas dezho Moizez hag Elia o komz gantañ. Pêr o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz: «Aotrou, brav eo dimp bezañ amañ; mar karez e savimp amañ teir deltenn, unan evidout, un all evit Moizez, hag un all evit Elia.»

Tra ma komze c’hoazh, setu ur goabrenn lugernus a zeuas d’o goleiñ gant he skeud, hag ur vouezh a voe klevet eus ar goabrenn o lavarout: «Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez, selaouit-eñ !» O klevout ar vouezh-se e kouezhas an diskibion war o genou d’an douar, spontet bras. Met Jezuz o tostaat a stokas outo en ur lavarout: «Savit, n’ho pet ket aon !»

Neuze o sevel o daoulagad, ne weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan-penn. Evel ma tiskennent diwar ar menez e roas Jezuz dezho ar gourc’hemenn-mañ: «Na gomzit da zen eus ar pezh hoc’h eus gwelet, ken na zihuno Mab an Den eus a-douez ar re varv.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus antiquor

Dominica secunda in Quadragesima

 

 

Digoradur

 

Salm 24: 6, 3 & 22

Reminíscere miseratiónum tuarum, Dómine, et misericórdiæ tuæ, quæ a sǽculo sunt : ne umquam dominéntur nobis inimíci nostri : líbera nos, Deus Israël, ex ómnibus angústiis nostris. &1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou, eus ho karantez a zo bet a viskoazh, na vo hon enebourion trec’h warnomp biken. O, Doue, dieubit Israel eus e holl enkrezioù! & 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.