An Eil Sul goude an Epifaniezh

Sul 15 a viz Genver 2023misal nevez :2l Sul per annum (A) / Usus Antiquior: Dominica Secunda post Epiphaniam an Eil Sul goude an Epifaniezh.

Dimanche 15 Janvier 20232e Dimanche ordinaire per annum / Usus Antiquior 2e Dimanche après l’Epiphanie

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Yann 1, 29-34

En deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gaout, hag a lavaras: «Setu Oan Doue, an hini a zilam pec’hed ar bed. Hemañ eo an hini e lavaren diwar e benn: war va lerc’h e teu un den hag a zo tremenet dirazon dre ma ‘z edo araozon o vezañ.

Ha me n’en anavezen ket, met evit ma vo diskouezet da Israel, evit se on deuet-me da vadeziñ en dour.»

Yann a zougas c’hoazh an testeni-mañ: «Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o chom warnañ.

Ha me n’ en anavezen ket, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour, hennezh en deus lavaret din:  »An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo a vadez er Spered Santel. »

Ha gwelet em eus-me, ha testeniañ a ran eo hemañ Mab Doue.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

+ Usus antiquor

Dominica Secunda post Epiphaniam

 

 

Digoradur

 

 

 Salm 65, 4

Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.

+ gwerzadoù 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv, C’hwi an Uhel-Meurbet

S/ Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.