Sul 02 a viz Mae 2021
5vet Sul Fask / an Pevare Sul goude Pask
Dimanche 02 Mai 2021
5e Dimanche de Pâques / 4e Dimanche après Pâques
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Yann 15, 1-8
eb a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh.
En amzer-se, Jezuz a lavare d’e ziskibion: «Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo al labourer. Kement skourr ennon na zoug ket a frouezh, e lemel a ra kuit, ha kement hini a zoug frouezh, en naetaat a ra, en krennañ a ra evit ma tougo muioc’h. Adal bremañ ez oc’h naet, abalamour d’ar gomz am eus lavaret deoc’h. Chomit ennon, ha me ennoc’h. Evel n’hell ket ar skourr dougen frouezh anezhañ e-unan, mar ne chom ket stag ouzh ar winienn,
evel-se na c’hwi kennebeut mar ne chomit ket ennon. Me eo ar winienn ha c’hwi ar skourroù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh; rak en diavaez din, n’hellit ober netra. Met an neb na chomo ket ennon, a vo taolet er-maez evel ar skourr a zisec’h, hag a vez dastumet ha stlapet en tan, da zeviñ.
Mar chomit ennon ha mar chom va c’homzoù ennoc’h, goulennit kement a garot hag e teuio deoc’h.
Setu petra a ro gloar d’am Zad e tougfec’h e-leizh a frouezh hag e teufec’h da vezañ va diskibion.»
daved al load » Introïbo «
ominica Quarta post Pascha
Digoradur
Cantáte Dómino cánticum novum, allelúia: quia mirabília fecit Dóminus, allelúia: ante conspéctum géntium revelávit iustítiam suam, allelúia, allelúia, allelúia.
Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, dre m’en deus graet burzhudoù.
Dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù.
gw.1 / Salvávit sibi déxtera eius : et bráchium sanctum eius.
Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehoù,
ha gant e vrec’h santel.
Evit kanañ an digoradur (Introït):
gant Beneadaded São Paulo