Naved an Drugarez

An naved-mañ a voe goulennet gant an Aotroù Jezuz, dre hantouriezh c’hoar Faostina Kowalska, evit en em brientiñ da Sul an Drugarez (a glot gant eil Sul Fask). (evit gouzout pelloc’h, klikit amañ: ***)

E-pad naou devez neuze, adalek ar Gwener Santel (pe diwezhatoc’h zoken, ma’z eus dale ganeoch!), e c’hell bezañ pleustret en doare da heul, gant ur chapeled boutin hag o kregiñ gant ur mennad arbennik ha disheñvel bemdez diouzh lavaroù HS Jezuz da c’hoar Faostina.

Krogomp neuze gant pedenn deiz kentañ an naved.

 

En Anv an Tad

hag ar Mab

hag ar Spered Santel

+

Deiz kentañ

« Hiziv, degas din an denelezh en he fezh, ha pergen ar bec’herion. Soub-i e meurvor va zrugarez; va frealziñ a ri evel-henn eus ar glac’har c’hwerv ma’z on diskennet ennañ gant emgoll an eneoù”

Jezuz trugarezus meurbet, C’hwi hag a zo ho tra kendrueziñ ha pardoniñ, na sellit ket ouzh hor pec’hedoù met ouzh ar fiziañs a lakaomp en ho madelezh diharz. Hon degemerit e ti-annez ho Kalon gendruezus meurbet ha n’hol lezit biken da vont er-maez anezhi. Hoc’h aspediñ a reomp dre ar garantez a ya d’hoc’h unaniñ gant an Tad hag ar Spered Glan.

Chapeled (o talvezout evit an deizioù all):

1 Pater + 1 Ave + Credo

goude-se, war ar greunenn vras:

Tad peurbadel, kinnig a ran deoc’h Korf, ha Gwad, Ene ha doueelezh Ho Mab muiañ karet, hor Salver Jezuz-Krist

R/ Evit dic’haouiñ hor pec’hedoù ha re ar bed a-bezh

War ar rummad dek greunenn vihan:

Dre e basion boanius R / Bezit trugarezus ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh

En dibenn, 3 gwech:

Doue Santel Santel Nerzhus, Santel Divarvel, Ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ur sell a drugarez war an denelezh en he fezh, ha pergen war ar bec’herion geizh, dalc’het e kloz kalon gendruezus meurbet Jezuz. Dre e Basion boanius, diskouezit dimp ho trugarez evit ma tougimp klod da hollc’halloudegezh ho trugarez evit ar c’hanvedoù didermen. Amen

hag en dibenn ar chapeled :   Jezuz, fiziañs am eus Ennoc’h ! (teir gwech)

 

Eil deiz

“ Hiziv, degas din eneoù ar veleion hag al leaned ha soub-i em zrugarez distrad. Int eo o deus roet din an nerzh da c’houzañv va Fasion c’hwerv. Drezo, evel dre ganolioù, e skuilh va zrugarez war an denelezh”

Jezuz Trugarezus Meurbet, ma teu pep mad ac’hanoc’h, grit d’ho kras fonnañ ennomp evit ma sevenimp oberoù gwirion a drugarez ha ma tougo ar re hor gwel klod d’an tad a drugarez a zo en Neñv.

Chapeled:

evel evit an deiz kentañ (hag o talvezout evit an deizioù all eus an naved):

1 Pater + 1 Ave + Credo

    • Tad peurbadel, kinnig a ran deoc’h Korf, ha Gwad, Ene ha doueelezh Ho Mab muiañ karet, hor Salver Jezuz-Krist R/ Evit dic’haouiñ hor pec’hedoù ha re ar bed a-bezh
    • Dre e basion boanius R / Bezit trugarezus ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh.

en dibenn: Doue Santel Santel Nerzhus, Santel Divarvel

R/ Ho pet truez ouzhimp hag ouzh ar bed a-bezh

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war ar strolllad-mañ a zibabidi, eneoù ar veleion hag al leaned. O leugnit gant galloud ho pennozh. Dre garantez Kalon ho Mab ma’z int serret enni, gratait dezho ho nerzh hag ho sklêrijenn evit ma c’hellint henchañ ar re all war hent ar silvidigezh ha kanañ a-unvouezh klod ho trugarez distrad, evit ar c’hantvedoù didermen. Amen.

Trede deiz

“Hiziv, degas din an holl eneoù deol ha feal ha soub-i e meurvor va zrugarez. Frealzet on bet gant an eneoù-mañ war hent ar groaz, an dakenn frealz e voent e-kreiz ur meurvor a c’’hwervoni”

Jezuz Trugarezus Meurbet, c’hwi hag a c’hrata d’an holl teñzorioù dreistfonnus ho trugarez, hon degemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet ha n’hol lezit biken da vont er-maez anezhi. Ni hoc’h asped dre ar garantez sebezus a vez losket ken gwrezus ho Kalon ganti evit an Tad eus an Neñv.

Chapeled  (Evel a-us)

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war an eneoù feal, anezho hêrezh ho Mab. Dre e Basion boanius, gratait dezho ho pennozh ha bezit war o zro war-bouez ho kwarez diastal evit nad aint biken enep ar garantez ha na gollint ket teñzor ar feiz santel; met, gant mouezhioù an aelez hag ar sent, ra zougint klod d’ho trugarez diharz evit ar c’hantvedoù didermen. Amen.

Pevare deiz

“Hiziv, degas din an holl baganed hag ar re n’am anavezont ket c’hoazh. Enno e soñjen ivez e-doug va Fasion c’hwerv, hag o gred da zont a frealze va c’halon. Soub-i e meurvor va zrugarez »

Jezuz kendruezus Meurbet, C’hwi eo sklêrijenn ar bed-holl. Degemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet eneoù ar baganed n’hoc’h anavezont ket c’hoazh. Ra vezint sklêrijennet gant skinoù ho kras, evit ma tougint klod int ivez ganimp da vurzhudoù ho trugarez, ha n’o lezit ket da vont er-maez eus annez kendruezus meurbet ho Kalon.

Chapeled

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war eneoù ar baganed hag ar re n’hoc’h anavezont ket c’hoazh, hag a zo koulskoude serret e Kalon gendruezus meurbet Jezuz. O sachit davet sklêrijenn an Aviel. N’anavez ket an eneoù-mañ an eurvad d’ho karout. Grit dezho ivez dougen klod da largentezioù ho trugarez er c’hantvedoù didermen. Amen.

Pempvet deiz

“Hiziv, degas din eneoù an disivouderion hag ar renavied ha soub-i e meurvor va zrugarez. Em Fasion c’hwerv e fregent va C’horf ha va C’halon, eleze va Iliz. Pa zistroont da unaniezh an Iliz e vez yac’haet va goulioù hag evel-henn e vezan dizoaniet en Fasion »

Jezus kendruezus Meurbet, a zo ac’hanoc’h ar vadelezh end-eunn, ne nac’hit ket ar sklêrijenn d’ar re he goulenn diganeoc’h. degemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet eneoù an disivouderion hag ar renavied. Dre ho sklêrijenn, o dedennit da unaniezh an iliz. N’o lezit ket da vont er-maez eus annez ho Kalon gendruezus meurbet, met grit ma tougint klod int ivez da largentezioù ho trugarez.

Chapeled

Pedomp

Tad peurbadel, taolit ho sell a drugarez war eneoù an disivouderion hag ar renavied o deus foranet ho pennozhioù ha drougimplijet ho krasoù o terc’hel pennek en o fazioù. Na sellit ket ouzh o fazioù, met ouzh karantez ho Mab hag e Basion c’hwerv a c’houzañvas evito ivez, pa’z int serret, int ivez, e Kalon gendruezus meurbet Jezus. Grit ma tougint klod int ivez d’ho trugarez divent er c’hantvedoù didermen. Amen.

C’hwec’hvet deiz

“Hiziv, degas din an eneoù kuñv hag uvel, koulz ha re ar vugaligoù, ha soub-i em zrugarez. Int eo ar re heñvelañ ouzh va C’halon. Kennerzhet on bet ganto em gwallanken c’hwerv. O gwelout a raen evel aelez eus an douar oc’h eveshaat ouzh va aoterioù. Warno e skuilhan froudadoù a c’hrasoù; Un ene a c’hell degemer va gras ha pa ve uvel hepken. En eneoù-se e lakaan va fiziañs »

Jezuz trugarezus meurbet, C’hwi hoc’h-unan hoc’h eus lavaret :  « Deskit diganin ez on kuñv hag uvel a galon », degemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet an holl eneoù kuñv hag uvel, koulz ha re ar vugaligoù. Boemet holl eo an neñv a-bezh gant an eneoù-mañ a zo karidi dreist an Tad eus an Neñv. Ur boked bleunioù frondus ez int dirak tron Doue, ha kavout a ra Doue e-unan dudius o c’hwezh-vat. Emañ an eneoù-mañ o chom da viken en ho Kalon gendruezus meurbet, o Jezuz, hag e kanont dibaouez meulgan ar garantez hag an drugarez.

Chapeled

Pedomp

Tad peurbadel, taolit ho sell a drugarez war an eneoù kuñv hag uvel koulz ha war re ar vugaligoù, serret en annez Kalon gendrugezus meurbet Jezuz. An eneoù-mañ eo a zo ar re heñvelañ ouzh ho Mab; Sevel a ra o frond a-ziwar an douar ha pignat a ra betek ho tron. Tad a drugarez hag a bep madelezh, hoc’h aspediñ a ran, dre ar garantez hag an dudi dreistpar a vagit evit an eneoù-man, da vennigañ ar bed a-bezh evit ma c’hello an holl eneoù kanañ a gevret klod ho trugarez er beurbadelezh. Amen.

Seizhvet deiz

Hiziv, degas din an eneoù a zoug enor ha klod d’am zrugarez en un doare dibar ha soub-i em zrugarez. An eneoù-mañ eo o deus kendruezet ar pep kreñvañ ouzh poanioù va Fasion hag a zo aet ar pep donañ e-barzh va ene. An eneoù-mañ a lugerno gant ar sked dibar er vuhez all ; ned ay hini ebet anezho e tan an ifern. Difenn a rin pep hini anezho war o zremenvan

Jezuz trugarezus meurbet, a zo ho Kalon ar garantez end-eeun, digemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet an eneoù a zoug enor ha klod da veurdez ho trugarez peurgetket. Galloudus eo an eneoù-mañ diouzh nerzh Doue end-eeun. E-kreiz an holl drubuihoù ha reuzioù ez eont war-raok, fizius en ho trugarez. Unanet eo an eneoù ouzh Jezuz ha dougen a reont an denelezh a-bezh war o divskoaz. An eneoù-mañ ne vezint ket barnet garv, met goloet e vezint gant ho trugarez da goulz o zremenvan.

Chapeled

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war an eneoù a zoug enor ha klod d’ho toareenn vrasañ : ho trugarez diharz. Hag int serret e Kalon Jezuz ez eo an eneoù-mañ un Aviel bev. Leun eo o daouarn a oberoù a drugarez hag o ene, leun-fonn a levenez, a vez o kanañ evidoc’h meulgan an drugarez, o Uhel-Meurbet ! Me hoc’h asped, va Doue, diskouezit dezho ho trugarez diouzh ar goubeizh hag ar fiziañs o deus lakaet ennoc’h. Ra vo sevenet enno ar c’hrataenn bet graet dezho gant Jezuz : « An eneoù a gehelo va zrugarez, o difenn a rin me va-unan a-hed o buhez ha war o zremenvan dreist-holl, evel va c’hlod din-me. » Amen

Eizhvet deiz

Hiviz, degas din an eneoù a zo e toull-bac’h ar Purgator ha soub-i en islonk va zrugarez. Ra vo distanet o loskadurioù gant koummadoù va gwad ! Tost tre d’am C’halon eo an eneoù-mañ. Emaint oc’h en em zizleañ e-keñver va reizhded. Gallout a rez degas dezho un tamm diboan. Puñs e teñzor va Iliz an holl hedrugarderioù ha kinnig-i en o anv… Oh! na pa anavezfez o gwaskoù e kinnigfez dibaouez evito aluzon da bedennoù hag e talfez o dleoù d’am reizhded.

Jezuz Trugarezus Meurbet, lavaret hoc’h eus C’hwi hoc’h-unan mennout an drugarez. Degas a ran eta da annez ho Kalon genduezus meurbet eneoù ar Purgator a garit kement met a rank koulskoude en em zizleañ e-keñver ho reizhded. Ra vo lazhet flammoù ar Purgator gant ar c’hoummadoù gwad ha dour strinket eus ho Kalon, evit ma vo douget klod aze ivez da c’halloudegezh ho trugarez.

Chapeled

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war an eneoù a c’houzañv er Purgator hag a zo serret e Kalon gendruezus meurbet Jezuz. Hoc’h aspediñ a ran, dre Basion boanius ho Mab Jezuz ha dre an holl c’hwervoni a veuzas e ene ken sakr, diskouezit ho trugarez d’an eneoù a zo sujet da sell ho reizhded. Na sellit ket outo panevet dre goulioù Jezuz, ho Mab muiañ karet, rak krediñ a reomp start ez eo divuzul ho madelezh hag ho trugarez. Amen.

Navet deiz

Hiziv, degas din an eneoù yen ha soub-i en islonk va zrugarez. An eneoù-mañ eo a c’hloaz en doare poaniusañ va c’halon. A eneoù-mañ eo a enaouas ennon, e liorzh an olived, an heug brasañ. En abeg dezho eo m’eus youc’het: “Tad, kas ar c’haliriad-mañ diouzhin, mar fell dit.”  Evito, ar goanag diwezhañ-holl a silvidigezh zo en em erbediñ ouzh va zrugarez

Jezuz kendruezus meurbet, a zo ar vadelezh end-eeun, degemerit en annez ho Kalon gendruezus meurbet an eneoù yen. E tan ho karantez c’hlan, ra c’hello an eneoù-mañ skornet evel kelanoù ouzh ho heugiñ ken start, bezañ entanet a-nevez. O Jezuz kendruezus meurbet, tennit arver eus hollc’halloudegezh ho trugarez hag o dedennit e-kreiz tan-flamm ho karantez. Gratait dezho donezon a garantez santel rak n’eus netra dreist d’ho kalloud.

Chapeled

Pedomp

Tad Peurbadel, taolit ho sell a drugarez war an eneoù yen a zo serret koulskoude e Kalon gendruezus meurbet Jezuz. Tad a drugarez, hoc’h aspediñ a ran : dre Basion c’hwerv ho Mab ha dre e dremenvan a badas teir eurvezh ouzh ar groaz, grit ma lidint int ivez islonk ho trugarez. Amen

 

hag en dibenn ar chapeled :   Jezuz, fiziañs am eus Ennoc’h ! (teir gwech)