Sant Fieg

* Gouel sant Fieg *

d’an 30 a viz Eost

*
 
 

Chapel sant Fieg war barrez Kerneant, eskopti Sant-Mac’hloù & delwenn e Tregrom, bro-Dreger

*

 

Sant Fieg (Fiagar; Fiakr), penitiour iwerzhonat, patrom al liorzhourion, 7t kd.

Fête le 30 août de saint Fiacre, venu d’Irlande en Gaule.

Memor diret. Dilhad-lid gwenn.

Ganet eo en Iwerzhon, mab d’ur roue anvet Eugenius. Mont a reas da vanac’h e Cill Chainnigh (Kilkenny). Eno en dije desket mezegniezh al louzeier. Ur peniti a savas e Cill Fiachra e kontelezh Shillelogher. Bez e voe ur pennadig diskibl sant Konan, abostolour enez Vanav. Gant e c’hoar santez Sira e teuas da C’Halia hag e voent degemeret gant sant Faron eskob Meldis (Meaux) a zaremprede ar venec’h iwerzhonat. Mont a reas Sira da vanati santez Fare, c’hoar an eskob, tra ma savas sant Fiakr e beniti en ul lec’h anvet Brogillum hiziv Breuil e Saint-Fiacre. Eno e roas degemer da sant Killian, iwerzhonat eveltañ. Goude un hir a vuhez santel e varvas sant Fiakr war-dro 670. Lod a lavar e vije bet eskob. Maorvat e oa abad ar gunmuniezh a savas er Breuil evit e ziskibled. Kehelet kenañ eo e Breizh lec’h ma vez skeudennet gant ur sae manac’h hag o tougen ur bal, arouez al liorzhour.

E zelwenn ha nevedanioù gouestlet dezhañ a gaver e pep lec’h dre Vreizh a-bezh.

E Boutin ar Sent (leaned), nemet :

Kempedenn

Aotrou Doue, C’hwi hag hoc’h eus galvet ho servijer sant Fieg d’ho klask er bedenn hag er vuhez digenvez, ha graet anezhañ ur skouer a santelezh, teurvezit skuilhañ warnomp nerzh ho Spered evit ma c’hellimp ho servijañ gant gred ha gounit hor breudeur d’ho karantez. Dre Jezuz-Krist…

*

 

 

chapel Sant-Fieg er Faoueg, Kernev

*