Sant Arzhmael

Gouel sant Arzhmael d’an 16 a viz Eost

Iliz Sant-Arzhmael

iliz Sant-Arzhmael, Plouarzhmael, eskopti Sant-Mac’hloù

Sant Arzhmael e delwenn e Lanjoavan, Paoudouvr

*

tennet eus

 

« En blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor ; en o fenn e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel.

Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon ; dal m’en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec’h eas en hent etrezek Pariz, kaset gant Wizur pe gant sant Pôl da gaout ar roue Childebert. Goude bezan bet o chom meur a vla en e lez, eur wech peurc’hrêt e gefridi gantan, e c’hoantaas dizrei da Vreiz-Izel.

Mes Childebert, o c’houzout pebez anaoudegez en doa, ne oe ket jalet da welet anezan o vont eus e rouantelez, hag a roas d’ezan eun dachen douar en kichenik Roazon.

Arzel a zavas eno eur manati, hag a reas eur vad dispar da eneou ha da gorfou e amezeien. Mes keit oa bet en Pariz ma oa deut da gaout kasaüs trouz ar c’hêriou, hag e pellaas diouz Roazon evit en em denn en koat Bresilian.

En Loutehel, elec’h ma tiskuizas eur pennad, e lakas, war a lavarer, eun eienen gaer da darzan. Eiz leo pelloc’h, en kreiz eur vro oue, e savas e beniti, hag e c’hallas, eur pennad, tanva ar blijadur a gaver o vevan e-unan gant Doue hepken.

Hepdale e welas ne oa ket ken diboblet ar vro ha m’he devoa doare da vezan ; kaout a reas, a-gle hag a-zeou, en donder ar c’hoat, tiegeziou Gallaoued, en em dennet eno, eun hanter-kant vla bennak a oa, o tec’hel arôk an Alaniz hag ar Zôzon, a oa bet o tismantr an Arvor : trist oa ar bed gante ; paour oant a vadou an douar, ha ken paour-all a vadou an ene. Arzel a c’honezas aneze da Jezuz-Krist. Dont a rejont neuze da chom en kichen o abostol, hag holl a-unan, en em dôljont da ziskar eur c’horniad eus koat Bresilian, d’ober douar labour. En doare-ze, Arzel, e-lec’h eur peniti hepken, a zavas adarre eur barouz neve a hanver breman Plouermel.

Eus e beniti en kreiz ar c’hoat, an abad santel a yee beb an amzer, d’ober troïou betek e vanati en lez-Roazon ; n’eo ket hepken e venec’h o deveze mall d’e welet o tont davete, mes holl dud ar vro-ze a veze laouen ouz e gaout en o zouez, abalamour d’e zantelez, hep mar ebet, hag ive abalamour d’e ouiziegez war glenvejou al loened. Arzel a ranne e amzer etre an daou di-ze ; koulskoude, gwellan m’en em gave en neb lec’h oa en Bresilian, hag eno e kreder e varvas.

Plouarzel, en eskopti Leon, ha Plouermel, en eskopti Sant-Malo, o deus an enor d’e gaout da batron.

————
BOKED

Tud ar bed a ve er c’hlac’har p’o deve kroaziou, hag ar gristenien vat a ouel pa n’o deve ket. Ar c’hristen a vev en kreiz ar c’hroaziou evel ar pesk en kreiz an dour. »

**************************

Ganet e voe sant Arzhmael er bloaz 482 war enez Vreizh, en ul lec’h a vez graet anezhañ Pen Ychen e kembraeg (Cowbridge e saozneg). D’ar mare-se edo ar Pab Simplicius e penn an Iliz hag roue Hoel I a rene war zDevnon, ur rouantelezh Vrezhon en em lede etre kreisteiz an enezenn hag hanternoz Aremorika.

Ez yaouank e voe kaset da vanati Kerangal, lech ma voe dieubet gantañ unan eus e vreudeur diouzh poanioù speredel, nemet dre stekiñ ouzh e sae. Diwezhatoc’h, e garantez da Zoue, e uvelded hag e oberoù pinijenn a voe trec’h ivez war un neuzvil e bro-Roazhon, bet beuzet gantañ er stêr Sec’h – lod a lavar e c’hoarvezas kement-se e Plouarzhmael.

Tri manati a savas e Breizh-Vihan: Plouarzel, Plouarzhmael hag ar Bochod lec’h ma kaver e vez hag e feunteun, e kreisteiz Roazhon, ur vro dindan dalc’h ar Franked da vare-se.

Mervel a reas sant Arzhmael d’an 16 août 552 war barlenn ar mac’htiern Gwion, e Plouarzhmael hag e gorf a voe kaset d’ar Bochod. Hogen un darn bras eus e relegoù a zistroas da bPlouarzhmael.

Enoret kalz e veze sant Arzhmael en eskoptioù Gwened, Sant-Mac’hloù ha Naoned.

*

A Augan (br. Algam), près Ploërmel se trouve la chapelle Saint-Méen, au village de Gerguy ou Jarguy, siège d’une ancienne paroisse. Ce fut là, dit-on, que s’établit d’abord saint Armel, avant d’aller se fixer à Ploërmel. Les hagiologues ont francisé le nom de cette localité en l’appelant « Guibourg » (Ker-guy : le bourg de Guy). On lit en effet dans la « Légende de saint Armel », de Baudeville : « Il s’en vint demeurer ici-près en un bourg – Qui lors appartenait au bon seigneur Guybourg ». On connaît le « chemin de Guibourg », allant de Ploërmel à Jerguy. Dans la nouvelle église d’Augan se trouve un vitrail de saint Armel terrassant la guivre. La tradition disait que saint Méen vint secourir saint Armel dans ses travaux apostoliques.