Ar seizhvet Sul goude ar Sul Gwenn
Dominica Septima post Pentecosten – Ar seizhvet Sul goude ar Sul Gwenn; novus ordo: Pempzekvet Sul per annum.
Goueler ar sizhunvezh 12-18 Gouere
*+*+*+*+*+*
Dimanche 12 Juillet 2026 – 7e Dimanche après la Pentecôte ; nouveau missel: 15e Dimanche per annum.
Saints & fêtes pour la semaine du du 12 au 18 Juillet 2026
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
eus Aviel s:Mazhev 13, 1-9
En devezh-se ez eas Jezuz er-maez eus an ti hag ec’h azezas war ribl ar mor. Un engroez bras a dud en em zastumas en-dro dezhañ, ma pignas en ur vag ha ma azezas enni, tra ma chome an dud war an aod. Hag e komzas outo eus kalz traoù dre barabolennoù. Hag e lavare: «Setu ma ‘z eas an hader er-maez da hadañ. Hag e-pad m’edo oc’h hadañ, e kouezhas lod eus ar greun a-hed an hent, ha laboused an neñv a zeuas hag o debras. Greun all a gouezhas en ul lec’h meinek n’o devoa ket eno kalz a zouar; kerkent e tiwanjont dre ne oa ket a zonder douar; met pa savas an heol e voent suilhet, hag evel n’o devoa ket gwrizioù e tisec’hjont. Greun all a gouezhas e-mesk an drein; met an drein a savas hag o mougas. Reoù all a gouezhas en douar mat, hag e rojont frouezh, unan kant evit unan, un all tri-ugent, un all tregont. Ra glevo an neb en deus divskouarn».

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Septima post Pentecosten
Digoradur

Salm 46.2
Omnes gentes, pláudite mánibus: iubiláte Deo in voce exsultatiónis.+ 3 / Quóniam Dóminus excélsus, terríbilis: Rex magnus super omnem terram.
C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez!
Rak spouronus eo an Aotrou, an Uhel-meurbet, ar Roue-meur war an douar a-bezh.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh 12-18 Gouere
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du du 12 au 18 Juillet 2026
*+*+*+*+*+*
Miz Gouere, miz santez Anna!
Juillet, le mois de sainte Anne: programme sur la page https://tiegezh-santez-anna.bzh/ar-sent-les-saints/miz-santez-anna-2026/



