Sul 13 a viz Gouere 2025
Dominica Quinta post Pentecosten – Ar pempvet Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo: 15vet sul per annum)
Dimanche 13 Juillet 2025 – 5e Dimanche après la Pentecôte (15ème Dimanche per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *10, 25-37
En amzer-se setu ma savas un doktor war al Lezenn hag a lavaras dezhañ evit en amprouiñ: «Mestr, petra am eus d’ober a-benn kaout ar vuhez peurbadel da lod?» Respont a reas Jezuz dezhañ: «El Lezenn, petra a zo skrivet? Penaos e lennez?» Hag hemañ da respont: «Karout a ri an Aotrou, da Zoue, gant da holl galon ha gant da holl ene ha da holl nerzh ha da holl spered, ha da nesañ eveldout da-unan» – «Mat-kaer ac’h eus respontet, eme Jezuz dezhañ, gra kement-se hag e vevi.» Hemañ avat, o klask en em zidamall, a lavaras da Jezuz: «Ha piv eo va nesañ?» Ha Jezuz a stagas da lavarout: «Un den a oa o tiskenn eus Jeruzalem da Yeriko, hag e kouezhas etre daouarn al laeron : ar re-mañ e diwiskas, e brevas a-daolioù hag a yeas kuit ouzh e lezel hanter-varv. Dre zegouezh, setu ur beleg o tiskenn dre an hent-se: ouzh e welout e tremenas dre an tu all eus an hent. En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn, ouzh e welout ivez a dremenas dre ar c’hostez all. Hogen ur Samariad hag a oa o veajiñ, a zegouezhas en e gichen hag ouzh e welout e voe karget e galon a druez. Tostaat a reas, lienañ e c’houlioù en ur skuilh warno eoul ha gwin; da c’houde en savas war gein e loen e-unan hag e gas a reas d’un ostaleri, hag e kemeras preder gantañ. Antronoz, e tennas daou ziner eus e yalc’h evit o reiñ d’an ostiz en ur lavarout: »Kemer preder anezhañ, ha kement a zispigni en tu-hont, a zaskorin-me dit, pa zeuin en-dro. » Pehini eus an tri-se, a gav dit, a zo bet nesañ an den kouezhet etre daouarn al laeron?» Respont a reas: «An hini a zo bet trugarezus en e geñver.» Ha Jezuz neuze da lavarout dezhañ: «Kae, ha te ivez, gra heñvel!»
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load «Introïbo«
+ Usus Antiquior
Dominica Quinta post Pentecosten
Digoradur
Salm 26, 7&9
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus.
+ 1 / Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timébo ?
Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, deuit d’am skoazellañ, n’am dilezit ket, Doue va silvidigezh / Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ?
Goueler ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*