DOMINICA PENTECOSTES – Ar Sul Gwenn

 

Sul 8 a viz Mezheven 2025 

DOMINICA PENTECOSTES Ar Sul Gwenn

Dimanche 08 Juin 2025 – Dimanche de la Pentecôte 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel misal nevez bl.K

Yann *14, 15-16. 23b-26

En amzer-se, e lavare Jezuz d’e ziskibion: Mar am c’harit, e virot va gourc’hemennoù. Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc’h ur Frealzer all, ma chomo ganeoc’h da viken. Ma ‘z eus unan bennak hag am c’har, e viro va c’homzoù, ha va Zad er c’haro hag e teuimp davetañ *hag e vimp o chom gantañ. An neb n’am c’har ket ne vir ket va c’homzoù; hag ar gomz a glevit n’eo ket va hini met hini an Tad en deus va c’haset. An traoù-se am eus lavaret deoc’h tra ma oan o chom ganeoc’h. Met ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv, hennezh a zesko deoc’h pep tra hag a zegaso soñj deoc’h eus kement am eus lavaret deoc’h.

 

 

+ Usus Antiquior

DOMINICA PENTECOSTES

 

kit d’ar bajenn-mañ:

Ar Sul Gwenn

Goueler ar sizhunvezh

http://marikavel.com/documents/buhez-ar-zent/baz-424.htm