24re Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ 31añ per annum)

Sul 3 a viz Du 2024Usus Antiquior: 24re Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo/ 31añ per annum);

* Miz du eo miz an anaon *

Dimanche 3 Novembre 2024 Usus Antiquior: 24ème Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 31e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

s. Mark * 12, 28b-34

En amzer-se e tostaas ur skrib ouzh Jezuz. Gwelet en devoa e responte Jezuz brav dezho; goulenn a reas outañ: «Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù?» «Ar c’hentañ, a respontas Jezuz, eo hemañ: Klev, Israel: An Aotrou hon Doue eo an Aotrou nemetañ. Ha karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered ha gant da holl nerzh. Hag an eil eo hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Brasoc’h eget ar re-se, n’eus gourc’hemenn all ebet.» Hag ar Skrib da genderc’hel: «Mat-kaer, Mestr, emezañ. Gant gwirionez ec’h eus lavaret ez eo eñ an Hini nemetañ ha n’eus hini all ebet estregetañ. Hag e garout gant an holl galon, gant an holl spered ha gant an holl nerzh, ha karout an nesañ evel an-unan, a dalvez war an holl holloskadoù hag an holl aberzhoù.» Ha Jezuz o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: «N’emaout ket pell diouzh Rouantelezh Doue.» Ha den ebet ne grede mui ober outañ goulennoù.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/11/24re-Sul-goude-ar-Pantekost.png

Dominica Vigesima secunda post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Yeremias 29,11-12&14.

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.

 

 

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/11/Dicit-Dominus-ego-cogito.jpeg

 

 

Miz du eo miz an anaon:

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-751.htm