Kentañ Sul war’ n ugent goude ar Sul Wenn (novus ordo/ 28vet per annum)

Sul 13 a viz Here 2024Usus Antiquior: Dominica Vigesima prima post Pentecosten

Kentañ Sul war’ n ugent goude ar Sul Wenn (novus ordo/ 28vet per annum)

Dimanche 13 Octobre 2024 Usus Antiquior: 21e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 28e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

s. Mark 10, 17-30

En amzer-se evel ma luske da vont en hent, e teredas d’e gaout un den hag a stouas dirazañ war benn e c’hlin hag a c’houlennas digantañ: «Mestr mat, petra am eus d’ober evit kaout ar vuhez peurbadel da hêrezh?» Jezuz a lavaras dezhañ : «Perak e rez-te mat ac’hanon? N’eus hini mat ebet, nemet Doue hepken. Ar gourc’hemennoù a anavezez: Na lazh ket, na ra ket avoultriezh, na laer ket, na lavar ket falstesteni, na ra gaou ouzh den, enor da dad ha da vamm.» Hag hemañ da ziskleriañ: «Mestr, kement-se holl am eus miret adal va yaouankiz.» Neuze Jezuz o vezañ paret e selloù warnañ, en karas hag e lavaras dezhañ: «Un dra a ra diouer dit : kae, gwerzh kement ac’h eus hag en ro d’ar beorion hag az po un teñzor en neñv; ha goude-se, deus d’am heuilh.» Hemañ avat, glac’haret gant ar gomz-se, a yeas kuit damani-meurbet, rak madoù bras en devoa. Jezuz neuze o vezañ graet sell-tro a lavaras d’e ziskibion: «Na pegen diaes ez eo d’ar re o deus danvez monet e-barzh Rouantelezh Doue!» Souezhet-bras e oa an diskibien gant e gomzoù; met Jezuz a lavaras dezho adarre: «Va bugale, na pegen diaes eo dezho monet e-barzh Rouantelezh Doue! Aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik monet e-barzh Rouantelezh Doue!» Int avat, sabatuet dreist-muzul, a lavare an eil d’egile: «Ha piv eta a c’hell bezañ salvet?» O vezañ paret e sell warno, Jezuz a lavaras: «D’an dud ez eo dic’hallus, met da Zoue n’eo ket, rak e galloud Doue emañ pep tra.» Neuze en em lakaas Pêr da lavarout dezhañ: «Setu! ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.» Jezuz a zisklerias: «E gwirionez, m’en lavar deoc’h, n’eus den hag en devo dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe vamm, pe dad, pe vugale, pe barkeier, abalamour din-me ha d’ar c’heloù mat, a gement na resevo ket en amzer-vremañ, kant gwezh kemend-all a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale, a barkeier, gant heskinadurioù, hag en amzer da-zont ar vuhez peurbadel.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Vigesima post Pentecosten

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Ester 13, 9 & 10-11.

In voluntáte tua, Dómine, univérsa sunt pósita, et non est, qui possit resístere voluntáti tuæ: tu enim fecísti ómnia, cælum et terram et univérsa, quæ cæli ámbitu continéntur: Dominus universórum tu es. Salm 118,1 Beáti immaculáti in via: qui ámbulant in lege Dómini.

Pep tra a sent ouzhoc’h, va Doue, ha den ne c’hell ne c’hell harpañ ouzhoc’h: C’hwi hoc’h eus graet pep tra, an Neñv hag an douar, ha kement a zo enno; C’hwi a zo mestr war bep tra. S/ Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/10/In-voluntate-tua-Domine2.jpg

 

 

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-689.htm