Ar pevare Sul goude ar Sul Gwenn pe 11vet Sul per annum

 

 

Sul 16 a viz Mezheven 2024Dominica Quarta post PentecostenAr pevare Sul goude ar Sul Gwenn (novus ordo: 11vet sul per annum)

Dimanche 16 Juin 2024 Usus Antiquior: Dimanche dans l’Octave du Sacré-Coeur (3e Dimanche après la Pentecôte; Novus ordo: 11e Dim. per annum)

 

 

Img In CantateDomino 5P

Aviel ha pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

s. Mark 4, 26-34

En amzer-se e lavare Jezuz d’ar bobl: «Evel-henn emañ Rouantelezh Doue, evel un den en deus taolet had en douar. Pe o kousket e vefe pe dihunet, en noz hag en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzout dezhañ penaos. Anezhañ e-unan an douar a daol e frouezh, da gentañ ar blantenn goude-se an dañvouezenn, ha neuze ed e-leizh en dañvouezenn. Ha pa vez prest ar greun, raktal e lakaer ar falz ennañ, dre ma ‘z eo darev an eost.» C’hoazh e lavare: «Ouzh petra e hañvalimp Rouantelezh Doue, pe gant peseurt parabolenn he skeudennimp? Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezv: pa vez hadet en douar, ez eo hi ar bihanañ eus an holl hadoù a zo war an douar; met ur wezh hadet e sav hag e teu da vezañ brasoc’h eget an holl louzeier all, hag e taol skourroù bras, en doare ma c’hell laboused an neñv kaout goudor dindan he skeud.» Ha gant e-leizh a barabolennoù eus ar seurt-se e prezege dezho ar Gomz, diouzh ma oant barrek da intent. Ne gomze ket outo hep parabolennoù; met d’e ziskibion, pa oant en o fart, e tisplege pep tra.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/06/pevare-Sul-goude-ar-Sul-Gwenn.png

Dominica Quarta post Pentecosten

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 26, 1-2

Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timebo ? Dóminus defénsor vitæ meæ, a quo trepidábo ? qui tríbulant me inimíci mei, ipsi infirmáti sunt, et cecidérunt.+ 3 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ?

Nerzh va buhez eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ?

Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh.

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/06/Dominus-illuminatio-mea.png

 

 

Motrev, Paouc’hêr

ur

audio