Pevare Sul ar C’horaiz

 

Sul 10 a viz Meurzh 2024 Pevare Sul ar C’horaizDomenica Quarta in Quadragesima

Dimanche 10 Mars 2023 – 4e Dimanche de Carême

 

*****************

Aviel misal nevez bl.B

 

eus Aviel s.Yann 3, 14-21

En amzer-se, e lavaras Jezuz da Nikodem: Evel m’en deus Moizez uhelsavet an naer er gouelec’h, evel-se e rank bezañ uhelsavet Mab an Den, evit m’en devo drezañ an neb a gred ennañ buhez peurbadel.» «Rak kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet evit nad aio ket da goll an neb a gred ennañ, hogen m’en devo buhez peurbadel. Evit gwir, Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. An neb a gred ennañ n’eo ket barnet; an hini na gred ket avat a zo barnet a-vremañ o vezañ n’en deus ket kredet en anv Mab unganet Doue. Rak homañ eo ar varnedigezh: deuet eo ar sklêrijenn er bed, met an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, dre ma oa fall o oberoù. Rak piv bennak a ra an droug, a gasa ar sklêrijenn ha ne gerzh ket da gaout ar sklêrijenn gant aon na vefe dizoloet e oberoù. Met an hini a ra ar wirionez a gerzh da gaout ar sklêrijenn evit ma vo anavezet splann e oberoù evel graet e Doue.»

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Domenica Quarta in Quadragesima

 

 

 

eur audio

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Digoradur

Izaia 66, 10 ha 11

Lætáre, Ierúsalem : et convéntum fácite, omnes qui dilígitis eam : gaudéte cum lætítia, qui in tristítia fuístis : ut exsultétis, et satiémini ab ubéribus consolatiónis vestræ. Salm 121,1 / Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi : in domum Dómini íbimus.

Bezit laouen gant Jeruzalem! En em vodit, c’hwi holl hag he c’har! Tridit a levenez en abeg dezhi, chwi holl hag hoc’h eus douget he c’hañv. S. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotroù

 

 

 

audi

 

*