Sul 3 a viz Meurzh 2023 Trede Sul ar C’horaiz – Domenica Tertia in Quadragesima – Gouel s. Wenole
Dimanche 3 Mars 2023 – 3e Dimanche de Carême – fête de saint Guénolé
*****************
Aviel misal nevez bl.B
eus Aviel s.Yann 2, 13-25
Tost edo Pask ar Yuzevion ha Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kavout a reas en Templ ar werzherion ejened, deñved ha koulmed, hag an drokerion-voneiz en o c’hoazez. Hag o vezañ graet ur skourjez gant kerdin, ec’h argasas an holl er-maez eus an Templ, hag an deñved hag an ejened; stlabezañ a reas moneiz an drokerion hag ec’h eilpennas o zaolioù. Ha d’ar varc’hadourien-goulmed e lavaras: «Kasit kement-se ac’hann, ha na rit ket eus ti va Zad un ti-kenwerzh.» Neuze e teuas soñj d’e ziskibion ez eo bet skrivet: «Ar gred evit ho ti am debro-me.» Ar Yuzevion avat a savas o mouezh hag a lavaras dezhañ: «Peseurt arouez a ziskouezez dimp evit gallout ober kement-se?» Ha Jezuz da respont ha da lavarout dezho: «Diskarit an Templ-mañ hag en ur ober tri devezh me en adsavo.» Neuze ar Yuzevion a lavaras: «C’hwec’h vloaz ha daou-ugent eo bet padet sevel an Templ-mañ, ha te en ur ober tri devezh en adsavo?» Met eñ a gomze eus Templ e gorf. Neuze pa voe adsavet a-douez ar re varv, e teuas soñj d’e ziskibien en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur hag er gomz bet diskleriet gant Jezuz. E-pad m’edo e Jeruzalem gant gouel ar Pask, e kredas kalz en e anv, o welout an arouezioù a rae. Met eñ, Jezuz, ne fizie ket enno dre m’ o anaveze holl, ha dre n’en devoa ket ezhomm e roje unan bennak testeni dezhañ diwar-benn an den, rak eñ e-unan a ouie petra a oa e-barzh an den.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Domenica Tertia in Quadragesima
eur audio
Digoradur
Salm 24, 15-16
Oculi mei semper ad Dóminum, quia ipse evéllet de láqueo pedes meos : réspice in me, et miserére mei, quóniam únicus et pauper sum ego. & 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.
Emañ bepred va daoulagad ouzh an Aotrou, rak eñ a denno va zreid eus ar roued. Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik. & 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.
audi*