Treuzneuziadur Hon Salver Jezuz Krist

Sul 6 a viz Eost 2023 IN TRANSFIGURATIONE D. N. I. C.Treuzneuziadur Hon Salver Jezuz Krist

Dimanche 6 Août 2022 – TRANSFIGURATION DE N.S. J.C.

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Aviel sant Mazhev

17,1-9

C’hwec’h devezh goude-se e kemer Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur evit o c’has en distro war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo : e zremm a lugerne evel an heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel ar sklêrijenn. Ha setu m’en em ziskouezas dezho Moizez hag Elia o komz gantañ. Pêr o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz : «Aotrou, brav eo dimp bezañ amañ; mar karez e savimp amañ teir deltenn, unan evidout, un all evit Moizez, hag un all evit Elia.» Tra ma komze c’hoazh, setu ur goabrenn lugernus a zeuas d’o goleiñ gant he skeud, hag ur vouezh a voe klevet eus ar goabrenn o lavarout: «Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez, selaouit-eñ !» O klevout ar vouezh-se e kouezhas an diskibien war o genoù d’an douar, spontet bras. Met Jezuz o tostaat a stokas outo en ur lavarout : «Savit, n’ho pet ket aon !» Neuze o sevel o daoulagad, ne weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan-penn. Evel ma tiskennent diwar ar menez e roas Jezuz dezho ar gourc’hemenn-mañ: «Na gomzit da zen eus ar pezh hoc’h eus gwelet, ken na zihuno Mab an Den eus a-douez ar re varv.»

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

IN TRANSFIGURATIONE D. N. I. C.

 

Digoradur

Salm 76,19

Illuxérunt coruscatiónes tuæ orbi terræ : commóta est et contrémuit terra.

+ Ps. 83, 2-3. Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum ! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.

Ho kurunoù a dregerne er gorventenn, ho luc’hed a sklêrijenne ar bed, an douar a grenas hag a vrallas. + Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotroù ar galloudoù ! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotroù !

 

*