Sul 22 a viz Genver 2023 – Misal nevez :3de Sul per annum (A) / Stumm Usus Antiquior: Dominica Tertia post Epiphaniam an Trede Sul goude an Epifaniezh.
Dimanche 22 Janvier 2023 – 3e Dimanche ordinaire per annum/ Stumm Usus Antiquior 3e Dimanche après l’Epiphanie
kanoù gregorian evit ar misal neve
Misal nevez bloavezh A
Aviel sant Mazhev 4, 12-23
O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er prizon, Jezuz en em dennas e Galilea. Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum, war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia:
«Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor,
bro en tu all d’ar Yordan, Galilea ar Broadoù,
ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras;
ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklêrijenn.»
Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout: «Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù.»
Evel ma kerzhe a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon, an hini anvet Pêr, hag Andrev, e vreur, o teurel ar roued er mor; rak pesketaerien e oant. hag e lavaras dezho : «Deuit d’am heul hag e rin ac’hanoc’h pesketaerion dud.» Hag i raktal da zilezel o rouedoù ha da vont d’e heul.
O vezañ aet larkoc’h e welas daou vreur all, Jakez, mab Zebedea, ha Yann, e vreur, en o bag, gant o zad Zebedea, oc’h addresañ o rouedoù; o gervel a reas, hag i raktal da zilezel o bag hag o zad ha da vont d’e heul.
Mont a rae Jezuz dre C’halilea a-bezh o kelenn er sinagogennoù, oc’h embann Keloù mat ar Rouantelezh hag o pareañ kement kleñved ha kement langis a oa er bobl.
daved al load « Introïbo «
+ Usus antiquor
Dominica Tertia post Epiphaniam
*
Digoradur
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!