Meurzh 1 a viz Du 2022 – IN FESTO OMNIUM SANCTORUM Gouel meur an Holl Sent
Mardi 1 novembre 2022 – Solennité de tous les Saints
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Missal nevez bloavezh K
Yann 7, 2-4. 9-14
Me, Yann, a welas un Ael all o sevel eus ar Sav-heol, gantañ siell an Doue bev; hag e youc’has gant ur vouezh kreñv d’ar pevar Ael a zo bet roet dezho ober droug ouzh an douar hag ouzh ar mor, en ur lavarout: «Na rit droug ebet ouzh an douar, nag ouzh ar mor, nag ouzh ar gwez, ken hor bo merket gant ar siell war o zal servijerion hon Doue.» Hag e klevis niver ar re verket: kant pevar mil ha daou-ugent a dud eus holl veuriadoù mibion Israel.
Da c’houde, setu ma welis un engroez bras a dud na c’helle den o niveriñ, tud eus pep broad, pep meuriad, pep pobl, ha pep yezh, a oa en o sav dirak an tron, a-dal d’an Oan, gwisket gant saeoù gwenn ha barroù-palmez en o dorn. Hag e youc’hent gant ur vouezh kreñv: «Ar silvidigezh d’hon Doue, an Hini azezet war an tron, ha d’an Oan! »
Hag an holl Aeled a oa en o sav en-dro d’an tron, d’ar Gozhidi ha d’ar pevar Loen, a gouezhas d’an daoulin dirak an tron hag a stouas war o dremm da azeuliñ Doue, o lavarout : «Amen ! ar veuleudi, ar c’hloar, ar furnez, ar grasoù, an enor, ar galloud hag an nerzh d’hon Doue evit kantvedoù ar c’hantvedoù ! Amen ! »
Hag unan eus ar Gozhidi a gomzas ouzhin en ur lavarout: «Ar re-se gant o saeoù gwenn, piv int, hag eus pelec’h e teuont?» Respont a ris: «Va Aotrou ! Te ‘oar.» Hag e lavaras din :«Ar re-se eo ar re o tont eus an enkrez bras: Gwalc’het o deus o saeoù hag o gwennaet e gwad an Oan.»
daved al load Introïbo
Usus Antiquior
Gouel meur an Holl Sent
Digoradur
Gaudeámus omnes in Dómino, diem festum celebrántes sub honóre Sanctórum ómnium, de quorum solemnitáte gaudent Angeli et colláudant Fílium Dei. +Salm 32,1 Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.
Bezomp laouen gant Doue o lidañ gouel an holl Sent, an Aeled a zo ivez leun a levenez hag a zo holl o kanañ meuleudi da Vab Doue. / Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh ! D’an dud eeun e tere e veuleudi