Pevarzekvet Sul goude ar Sul Wenn

Sul 11 a viz Eost 2022 – Misal nevez : 24re Sul per annum Bloavezh K /

Usus Antiquior : Dominica Decima quarta post Pentecosten

Pevarzekvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 11 Août 2022 – nouveau missel : 24e Dimanche per annum Année C / Usus Antiquior : 14ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

14, 25-33

En amzer-se engroezioù bras a oa oc’h ober hent gant Jezuz, hag eñ o treiñ etrezek an dud a lavaras dezho: «Ma teu unan bennak davedon, ha mar n’en deus ket kasoni ouzh e dad hag ouzh e vamm, ouzh e wreg hag ouzh e vugale, ouzh e vreudeur, ouzh e c’hoarezed, hag ouzh e vuhez zoken, n’hell ket bezañ diskibl din-me.

An neb na zoug ket e groaz ha na zeu ket war va lerc’h, n’hell ket bezañ diskibl din-me.

«Rak piv ac’hanoc’h, ma fell dezhañ sevel un tour, n’azez ket da gentañ d’ober ar gont eus an dispign, da welout ha peadra a-walc’h en deus d’e beurober, gant aon na c’hellfe ket, goude bezañ graet an diazez, kas al labour da benn, ha na zeufe ar re a welje se d’ober goap anezhañ dre lavarout:

 »Sed aze unan en deus klasket sevel un tour ha n’en deus ket gallet e gas da benn! » Pe c’hoazh, pe roue o vont d’ober brezel ouzh ur roue all, n’azez ket da gentañ d’en em soñjal ha gallout a raio gant dek mil den derc’hel penn ouzh an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?

Anez-se, e-keit ha m’emañ pell c’hoazh egile, e kas kannaded da c’houlenn ar peoc’h. Evel-se kement hini ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, n’hell ket bezañ diskibl din-me.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima quarta post Pentecosten

 

 

Digoradur

Salm 83, 10 & 11.

Protéctor noster, áspice, Deus, et réspice in fáciem Christi tui: quia mélior est dies una in átriis tuis super mília.+ 2-3 Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.

Gwelit, o Doue, hor skoed sellit ouzh dremm hoc’h olevad. Peogwir e talvez un devezh en ho porzhioù muioc’h eget mil. Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotrou ar galloudoù! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotrou! Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev!



 

Lecteur audio

00:
00:0

 




*