19 a viz Mezheven 2022 – Misal nevez : Gouel Meur Kevrinenn Santel Korf ha Gwad ar C’hrist /
Usus Antiquior : Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi – Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel
19 Juin 2022 nouveau missel : Solennité du Très Saint Sacrement du Corps et du Sang du Christ / Ancien rite : Dimanche dans l’Octave de la Fête-Dieu
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz
9,11-17
En amzer-se e komzas Jezuz d’ar Bobl eus Rouantelezh Doue, hag e pareas ar re o devoa ezhomm da vezañ yac’haet. Edo an deiz war e ziskar. Tostaat a reas an Daouzek da lavarout dezhañ: «Kas kuit an dud: ma ‘z aint d’ar c’hêriadennoù ha d’ar mereurioù diwar-dro, da lojañ ha da glask boued.
Rak amañ emaomp en ul lec’h digenvez.» Lavarout a reas dezho: «C’hwi hoc’h-unan, roit dezho da zebriñ.» Int a respontas: «N’eus ket ganimp ouzhpenn pemp baraenn ha daou besk, nemet ez afemp ni hon-unan da brenañ boued evit an holl dud-se.» Ur pemp mil bennak a baotred a oa anezho.
Neuze e lavaras d’e ziskibion: «Lakait-i da azezañ a strolladoù a hanter-kant den bennak.»
Evel-se e rejont hag e lakajont an holl da azezañ. O kemerout neuze ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an Neñv, e lavaras ur vennigadenn, o rannas hag o roas d’e ziskibion da ingaliñ d’an dud.
Debriñ a rejont holl o gwalc’h, hag eus an tammoù a vanas en o dilec’h e voe dastumet daouzek panerad.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Digoradur
Salm 17, 19-20
Factus est Dóminus protéctor meus, et edúxit me in latitúdinem : salvum me fecit, quóniam vóluit me. + 2-3 Díligam te, Dómine, virtus mea: Dóminus firmaméntum meum et refúgium meum et liberátor meus.
An Aotrou zo bet va difenner ha va c’haset en deus d’an donvor, va salvet en deus rak va c’harout a ra. / Ho karout a ran, Aotrou, C’hwi va nerzh: an Aotrou eo va difenn, va repu ha va dieuber.
*