Hent ar Groaz

Gant ur ganenn hengounel e Bro-Wened, dezhi ar sonerezh evel ma veze kanet  gant Marianna Goalher eus Lokmaria Kistinid. Komzoù lakaet e peurunvan ha adkempennet gant Tiegezh Santez Anna. Deuit d’e bleustiñ e Lann-Anna, e-pad amzervezh ar C’horaiz pergen, d’ar gwener.

 

Da ganañ o kregiñ troet davet an aoter pe ur skeudenn eus ar Salver :

O Kristenion garantezus,

Holl war un dro, deomp gant glac’har,

Da heuliañ hor Salver Jezuz,

War an hent a gas d’ar C’Halvar !

Diskan :     E wad a verk e gammedoù, deomp d’o gwalc’hiñ gant hon daeroù !

En ur vont eus un arsav d’egile :        Gwerc’hez Vari, Mamm druezus, ra vezo goulioù Jezuz merket don en hor c’halon.

O tegouezhout :      Ni hoc’h azeul, o Krist hag a ro meuleudi deoc’h !  R/ Dre m’hoc’h eus, dre ho Kroaz Santel, dasprenet ar bed !

Kan an arsav

Pater, Ave, Gloria

Da echuiñ       Ho pet truez ouzhimp Aotrou ! R/ Ho pet truez ouzhimp !

 Fidelium animae per misericordiam Dei requiescant in pace R/ Amen

 

  • 1añ arsav

Gwerc’hez Vari…

Ni hoc’h azeul

Dirak Pilat, sed Mab Doue :

Kondaonet d’ur marv euzhus.

Aotrou Jezuz, hor gwir pare,

Bezit ‘vidomp trugarezus !

Diskan :      E wad a verk e gammedoù, deomp d’o gwalc’hiñ gant hon daeroù !

Pater noster… Ho pet truez… Fidelium

  • 2l arsav

War e zivskoaz e samm Jezuz

Ur groaz ponner, hep klemm ebet.

Gant e skoazell, dougomp gredus,

Hor c’hroaz hiziv, warc’hoazh bepred !

  • 3de arsav

Jezuz a gouezh dindan e Groaz

Daoust m’emañ gantañ nerzh Doue.

Sellomp, pec’herion hep ankouazh

Ouzh e c’houzañv ken dizoare.

4re arsav

Jezuz a gav e Vamm garet,

Evito pebezh tarzh-kalon !

Evit skañvaat o gloaz kalet,

Piv ne c’houlennfe ket pardon ?

5vet arsav

Perak Simon en ho laker

Da zougen ar Groaz gant Jezuz ?

Dre hor poanioù e pep amzer,

 Ni ‘ fell dimp dougen Kroaz Jezuz !

6vet arsav

Reiñ a rit da Veronika

Ho tremm louc’het war he lien.

Plijet ganeoc’h dont da verkañ

En hor c’halon ho skeudenn wenn.

7vet arsav

‘Vit an eil gwech e kouezh Jezuz

 Kent pell e sav, Eñ Mestr ar bed.

 Pa gouezhomp-ni en tech mantrus

 Savomp prim e nerzh ar Spered !

8vet arsav

  1. Merc’hed Sion, eme Jezuz,

     Gouelit warnoc’h, ket warnon-me.

     Gouelomp ‘ta d’hor pec’hed skrijus,

     Ma teuy ar c’hras en hon ene.

9vet arsav

Un trede gwech dindan e samm

Setu c’hoazh hor Salver kouezhet.

Betek ar fin, diouzh va drouklamm

Ganeoc’h Jezuz ‘on dieubet.

10vet arsav

Lamet digantañ e zilhad

En em zigor e c’houlioù :

Kristen, laka poan evit mat

Da lemel kuit da walldechoù.

11vet arsav

Ha tachet e voe d’hor Roue

E zaouarn, e dreid hep termal.

Pebezh spouron, rak me bemde(z)

O pec’hiñ, e ran kement-all !

12vet arsav

War-dro teir eur goude kreistei(z)

 E varv Jezuz er vrasañ poan

 Pa vo va zro, o va Doue

 Evidoc’h mervel a vennan !

13vet arsav

Etre divrec’h e Vamm garet,

Sellomp ouzh Jezuz hep buhez

 Gre/omp kañv d’ar gaezh vamm gloazet,

Roomp d’he Mab hor c’harantez !

14vet arsav

Lakaet er bez gant liñselioù,

Jezuz ‘ vo bev a-benn tri dei(z).

 Ha ni, marvomp d’hor pec’hedoù,

 Bepred bevomp evit Doue !

Diskan evit echuiñ :         Hent ar C’Halvar zo hent an Neñv, diskouezet d’an holl gant Doue !