Sul 10 a viz Ebrel 2022
Sul ar Bluñv – Usus antiquior: DOMINICA II PASSIONIS – Eil Sul ar Basion
Dimanche 10 Avril 2022 – Dimanche des Rameaux / 2e Dimanche de la Passion
Misal nevez
Aviel sant Vazhev
(21, 1-11)
Aviel Tregerzh Jezuz e Jeruzalem
Ha pa voent erru tost da Jeruzalem ha degouezhet e Betfage war-dro menez an Olived, neuze e kasas Jezuz daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho: «It d’ar gêriadenn a zo dirazoc’h; ha diouzhtu e kavot un azenez stag hag un azenig ganti; he distagit hag o degasit din. Mar bez lavaret deoc’h un dra bennak, respontit: »An Aotrou en deus ezhomm anezho », ha diouzhtu goude en o taskoro deoc’h.» Kement-mañ a zegouezhas evit ma teufe da wir komz ar profed: «Lavarit da verc’h Sion: Setu ma teu davedout da Roue, diloc’h, azezet war un azenez ha war un azenig, mab an hini a zoug ar yev.» Mont a reas eta an diskibion hag o vezañ graet evel m’en devoa Jezuz kemennet dezho, e tegasjont ganto an azenez hag an azen bihan. Kempenn a rejont o mantelloù warno hag e rejont dezhañ azezañ. Ur maread a dud a ledas o mantelloù war an hent; darn all a droc’he skourroù diouzh ar gwez hag o strewe war an hent. Hag an engroez tud-se, en e raok ha war e lerc’h, a youc’he: «Hozanna da Vab David! Ra vo benniget an hini a zeu e anv an Aotrou! Hozanna e barr an Neñvoù !»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Lidkerzh
Hosanna filio David
Salm 117, 1-22-23-27-28
Hozanna da vab David! Benniget an hini a zeu en anv an Aotroù, roue Izraël,
Hozanna e barr an Neñvoù!
ougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh! Ya, da virviken e pad e drugarez! Ar maen bet distaolet gant ar saverion, a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn;
Hozanna…
Doue eo an Aotrou, lakaet en deus e sklêrijenn da splannañ warnomp. Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter.
Hozanna…
*
Antifonnen
Pueri Hebræórum
Bugale an Hebreed, en o daouarn bodoù olivez, a zeuas da gaout Jezuz, o hopal hag o youc’hal: Hozanna e barr an Neñvoù.
& eus ar salm 23
O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? An Aotrou kadarn ha galloudek, an Aotrou galloudek en emgannoù.
O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? Aotrou al luoz! eñ eo ar Roue Klodus.
antifonenn, pa zeuer tre en iliz
Ingrediénte Dómino in sanctam civitátem, Hebræórum púeri resurrectiónem vitæ pronuntiántes, * Cum ramis palmárum : Hosánna, clamábant, in excélsis…
P’edo an Aotroù o vont er gêr santel, bugale an Hebreed a embannas dasorc’hidigezh an Hini a oa Mestr ar vuhez, ha ganto skourroù palmez e lavarent: Hozanna a barr an Neñvoù. Gw/ P’he devoe klevet ar bobl edo o tegouezhout Jezuz e Jeruzalem ez ajont d’hen diambroug gant skourroù palmez, en ur ganañ: Hozanna e barr an Neñvoù!