Sul 6 a viz Meurzh 2022

Sul 6 a viz Meurzh 2022

1añ Sul ar C’horaiz – Domenica Prima in Quadragesima

Dimanche 6 Mars 20221er Dimanche de Carême.

 

 

 

Aviel sant Lukaz 4, 1-13

 

Kaset e voe gant ar Spered d’ar gouelec’h, hag e voe temptet.

En amzer-se, Jezuz, leun eus ar Spered Santel, a zistroas eus ar Yordan, hag a voe renet gant ar Spered d’ar gouelec’h;

eno, e-pad daou-ugent devezh, e voe temptet gant an diaoul.

Ne zebras tamm ebet e-doug an deizioù-se, ha pa voent echu, en devoe naon. Hag an diaoul a lavaras dezhañ: «Mard out Mab Doue, lavar d’ar maen-mañ donet da vezañ bara.»

Met Jezuz a respontas dezhañ: «Skrivet eo :  »N’eo ket diwar vara nemetken e vevo an den. »»

An diaoul neuze er c’hasas war an uhel, a ziskouezas dezhañ en ur predig-amzer, holl rouantelezhioù an douar, 6 hag a lavaras dezhañ: «Dit e roin an holl c’halloud-se ha gloar rouantelezhioù an douar, rak etre va daouarn ez eo bet lakaet, hag he reiñ a ran da neb a fell din; te eta, ma stouez dirazon, e vo dit-te holl.»

Met Jezuz a respontas dezhañ: «Skrivet eo:  »An Aotrou, da Zoue, a azeuli, ha dezhañ hepken e tougi da zoujañs. »»

E gas a reas neuze da Jeruzalem, hag e lakaat war lein an Templ. Hag e lavaras dezhañ: «Mard out Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traoñ. Rak skrivet eo:  »Gourc’hemenn a raio evidout d’e Aeled evit m’az tiwallint », ha c’hoazh:  »Da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfes da droad ouzh ur maen ».»

Met Jezuz a respontas dezhañ: «Lavaret eo:  »Ne dempti ket an Aotrou, da Zoue ».»

Hag o vezañ implijet pep stumm-temptadur, ez eas an diaoul dioutañ betek un degouezh mat.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

 

 

Digoradur

Salm 90, 15 & 16.

Invocábit me, et ego exáudiam eum : erípiam eum, et glorificábo eum : longitúdine diérum adimplébo eum.

& 1 / Qui hábitat in adiutório Altíssimi, in protectióne Dei cæli commorábitur.

Va gervel a ray, ha me a responto, en e anken, me ‘vo gantañ. E salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ; e lakaat a rin da welout buhez hir, ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ.

& 1 / Neb a ra e anez e goudor an Uhel-meurbet, hemañ a van dindan skeud an Hollc’halloudeg.

kanet gant Kurebayashi Yoshihiro: