Sul 23 a viz Genver 2022
3de Sul Per Annum / Stumm Usus Antiquior: Dominica Tertia post Epiphaniam.
Dimanche 23 Janvier 2022
3e Dimanche Per Annum / Forme Usus Antiquior 3e Dimanche après l’Epiphanie.
Misal nevez
Aviel Sant Lukaz 1, 1-4; 4, 14-21
Goude ma ‘z eus bet kalz o deus klasket urzhiañ un danevell eus an darvoudoù bet kaset da benn en hon touez, hervez m’o deus degaset dimp ar re a zo bet testoù diwar-wel, adal ar penn-kentañ, hag a zo deuet da vezañ servijerion ar Gomz. Me ivez am eus kavet mat, goude ober un enklask pervezh war an holl draoù adalek an derou, o renkañ hag o skrivañ dit, Teofiloz azaou-meurbet, ma ‘z anavezi ez eo ar gelennadurezh ac’h eus resevet, un dra diarvar.
Distreiñ a reas Jezuz da C’halilea, dindan nerzh ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-zro. Kelenn a rae en o sinagogennoù, ha meulet e veze gant an holl. Dont a reas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag ez eas, hervez e voaz, da zeiz ar sabad, d’ar sinagogenn; ha sevel a reas en e sav, evit ober al lennadenn. Roet e voe dezhañ levr ar Profed Izaia, hag o vezañ dirollet al levr, e kavas an arroud ma ‘z eo skrivet ennañ:
«Spered an Aotrou ‘zo warnon, rak va olevet en deus; va c’haset en deus da zegemenn ar C’heloù mat d’ar beorion, da embann d’ar brizonidi o dieubidigezh, ha d’an dalled o distro d’ar gweled; da reiñ d’ar re wasket o frankiz, ha da embann ur bloavezh a c’hras a-berzh Doue.»
Rollañ a reas al levr, en reiñ en-dro d’ar servijer, ha mont en e goazez; ha selloù an holl er sinagogenn a bare warnañ. Neuze e stagas da lavarout dezho:
«Hiziv, e teu da wir al lavar-se eus ar Skritur o deus klevet ho tivskouarn.»
En amzer-se e voe un eured e Kana, e bro-C’halilea, ha mamm Jezuz a oa eno. Ha pedet e voe ivez d’an eured Jezuz hag e ziskibion gantañ. Diouer o vezañ savet war ar gwin, e lavaras mamm Jezuz dezhañ: «N’o deus ket ken a win.» Ha Jezuz da lavarout dezhi: «Petra ‘fell dit, va eur n’eo ket deuet c’hoazh.» E vamm a lavaras d’ar servijerion: «Petra bennak a lavaro deoc’h, en grit.» Bez’ e oa eno c’hwec’h jarl-maen a dalveze d’ar gwalc’hadurioù evel ma ra ar Yuzevion, daou pe dri muzuliad o vont e pep unan anezho. Lavarout a reas Jezuz d’ar servijerion: «Kargit a zour ar jarloù-se.» Hag int d’o c’hargañ betek ar barr. Hag e lavaras dezho: «Tennit bremañ ha kasit da vestr ar banvez.» Hag e rejont. Met p’en devoa mestr ar banvez tañvaet an dour troet e gwin – ha ne ouie ket a belec’h e teue, ar servijerion avat a ouie, int hag o devoa tennet an dour, neuze mestr ar banvez a c’halv ar gwaz nevez hag a lavar dezhañ: «Pep den a laka da gentañ ar gwin mat da vont, ha pa grog an dud da vezañ badaouet, an hini disterañ; te avat ac’h eus miret ar gwin mat betek vremañ.»
Hennezh a voe penn-kentañ arouezioù Jezuz, an hini a reas e Kana Galilea, ma tiskouezas e c’hloar ha ma kredas e ziskibion ennañ.
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior +
ominica Tertia post Epiphaniam.
Digoradur
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda!
S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
aud