Pevare Sul Fask
pe: an Trede Sul goude Pask

Sul 25 a viz Ebrel 2021

Pevare Sul Fask / an Trede Sul goude Pask

Dimanche 25 Avril 2021

4e Dimanche de Pâques / 3e Dimanche après Pâques

 

 

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal (bloavezh B):

eus an Aviel santel hervez sant Yann 10, 11-18

n ouzer mat a ro e vuhez evit e zeñved.

En amzer-se, e lavaras Jezuz: « Me eo an ouzer mat. An ouzer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
Met ar goprad, an hini n’eo ket ar pastor ha n’eo ket an deñved dezhañ, pa wel ar bleiz o tont, a zilez an deñved hag a dec’h; hag ar bleiz o skrap hag o distaol a bep tu, rak ar goprad n’eo ken ha n’eo ket nec’het gant an deñved.
Me eo ar mesaer mat; hag anavezout a ran va deñved-me, ha va re-me am anavez, evel ma ‘z on anavezet gant an Tad, ha ma ‘z eo an Tad anavezet ganin; ha va buhez a roan evit va deñved.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hloz-mañ: ar re-se ivez eo din o degas e-barzh; ha klevout a raint va mouezh ha ne vo neuze nemet ur bagad, un ouzer hepken.
En abeg da gement-mañ em c’har an Tad dre ma roan-me va buhez evit he c’hemerout a-nevez.Den ebet n’he dilam diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan; ar galloud am eus d’he reiñ hag ar galloud d’he adkemerout a-nevez. Setu aze ar gourc’hemenn am eus resevet digant va Zad.»

 

daved al load  » Introïbo « 

Stumm dreistordinal

 

 

ominica Tertia post Pascha

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad (antifonenn) amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !

Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

*

*

Digoradur

Salm 65, 1-2.

Iubiláte Deo, omnis terra, allelúia : psalmum dícite nómini eius, allelúia : date glóriam laudi eius, allelúia, allelúia, allelúia.

Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.



gw.3 / Dícite Deo, quam terribília sunt ópera tua, Dómine! in multitúdine virtútis tuæ mentiéntur tibi inimíci tui.

Lavarit da Zoue: « Pegen estlammus hoc’h oberoù, Aotrou!

En abeg da vrasted ho kalloud e pleg hoc’h enebourion ouzh ho loavañ.

 

Evit kanañ an digoradur (Introït):