Eil Sul ar C'horaiz gant ar "stumm Ordinal"
2ème Dimanche de Carême dans la "forme ordinaire"
An Aviel santel hervez sant Vazhev
(17, 1-9)
E zremm a lugernas evel an heol.
C’hwec’h devezh goude-se e kemer Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur evit o c’has en distro war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo: e zremm a lugerne evel an heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel ar sklêrijenn. Ha setu m’en em ziskouezas dezho Moizez hag Elia o komz gantañ. Pêr o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz:
«Aotrou, brav eo dimp bezañ amañ; mar karez e savimp amañ teir deltenn, unan evidout, un all evit Moizez, hag un all evit Elia.»
Tra ma komze c’hoazh, setu ur goabrenn lugernus a zeuas d’o goleiñ gant he skeud, hag ur vouezh a voe klevet eus ar goabrenn o lavarout: «Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez, selaouit-eñ!»
O klevout ar vouezh-se e kouezhas an diskibion war o genou d’an douar, spontet bras. Met Jezuz o tostaat a stokas outo en ur lavarout: «Savit, n’ho pet ket aon !» Neuze o sevel o daoulagad, ne weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan-penn. Evel ma tiskennent diwar ar menez e roas Jezuz dezho ar gourc’hemenn-mañ: «Na gomzit da zen eus ar pezh hoc’h eus gwelet, ken na zihuno Mab an Den eus a-douez ar re varv.»
pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal
*
Stumm « dreist-ordinal » * * *
Forme « extraordinaire »
Domenica Secunda in Quadragesima
*
Kyrie
Kyriale XVII – Kyrie B