Kentañ Sul ar C’horaiz

Kentañ Sul ar C'horaiz gant ar "stumm Ordinal" 
1er Dimanche de Carême dans la "forme ordinaire"

An Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

(4, 1-11)
Jezuz a yun daou-ugent devezh hag ez eo temptet.

Neuze e voe bleinet Jezuz gant ar Spered d’ar gouelec’h evit bezañ temptet gant an Diaoul. Goude yunañ e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e teuas neuze naon dezhañ. Hag an tempter da dostaat ha da lavarout dezhañ: «Mard out Mab Doue, lavar eta d’ar vein-se treiñ da vara.» Jezuz a respontas: «Skrivet eo: N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den, met diwar gement a zeu eus genou Doue.» An Diaoul neuze e kas d’ar Gêr santel; e lakaat a ra war lein an Templ, hag e lavar dezhañ: «Mard out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo:
Gourc’hemenn a ray evidout d’e Aeled, ha da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen.» Jezuz a respontas: «Skrivet eo ivez : Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.» An Diaoul e kas c’hoazh war ur menez uhel-meurbet, hag o tiskouez dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, e lavar dezhañ: «Kement-se a roin dit mar kouezhez e-harz va zreid da stouiñ dirazon.» Jezuz avat a respontas dezhañ: «Kerzh kuit, Satan, rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli ha dezhañ hepken doujañs a zougi.» E lezel a reas neuze an Diaoul, ha setu Aeled da dostaat ha d’e servijañ.

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

*

Stumm « dreist-ordinal » * * *

Forme « extraordinaire »

Domenica Prima in Quadragesima

*

Introït

Salm  90, 15 & 16 : Invocabit me et ego exaudiam eum

a gervel a ray, ha me a responto, en e anken, me ‘vo gantañ.
E salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ ;
e lakaat a rin da welout buhez hir,
ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ.

 

Selaouomp gant Yoshihiro Kurebayashi