Seizhvet Sul
in Quinquagesima

Seizhvet Sul eus ar Amzer Ordinal 
7e dimanche du Temps Ordinaire

An Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 

(5, 38-48)

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Klevet hoc’h eus eo bet lavaret: Lagad evit lagad, dant evit dant. Me avat a lavar deoc’h chom hep derc’hel penn ouzh an den fall, mar sko unan bennak ganit war da jod dehou, kinnig dezhañ da jod kleiz ivez. Ha gant an neb a c’hoanta da gas dirak ar barner evit kaout da sae, lez da vantell ivez. An neb a c’houlenn diganit kerzhout ur mil, gra daou vil gantañ. Ro d’an neb a c’houlenn diganit, ha na dro ket da gein d’an neb a c’hoanta prestañ diganit. Klevet hoc’h eus eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ ha kasaat a ri da enebour. Ha me a lavar deoc’h: karit hoc’h enebourion ha pedit evit ar re ho kwallgas, ma teuiot da vezañ bugale ho Tad a zo en Neñvoù, rak lakaat a ra e heol da barañ war an dud fall evel war an dud vat, hag e c’hlav da gouezhañ war an dud reizh evel war an dud direizh. Mar karit ar re ho kar, peseurt gopr a vo dleet deoc’h? Daoust hag ar Bublikaned o-unan ne reont ket kemend-all? Ha mar ne saludit nemet ho preudeur, petra ‘rit aze en tu-hont d’ar re all? Daoust hag ar Baganed o-unan ne reont ket kemend-all? C’hwi eta, bezit peurvat evel ma ‘z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

*

Stumm « dreist-ordinal » * * *

Forme « extraordinaire »

Sul ar Pemontved pe Sul ar Peuzdibeuz

pe c’hoazh: Sul al Lard, Sul Ened

*

Domenica in Quinquagesima
Dimanche de la Quinquagésime

Introït

Salm 30, 3-4 : Esto mihi in Deum protectórem


ezit evidon ur roc’hell a repu, ur c’hreñvlec’h a silvidigezh.

Rak C’hwi eo va roc’hell ha va c’hreñvlec’h,

  evit enor hoc’h anv bleinit-me ha renit-me.

Selaouomp!