Sul Gwenn

Sul Gwenn, pe Sul ar Pantekost, gant an tamm Aviel da heul amañ evit Oferenn an deiz diouzh ar stumm "Ordinal". Evit ar stumm "dreistordinal" e kavot da heul pezhioù sonerezh diwar an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diouzh goulenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II".

Dimanche de la Pentecôte. Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire, dont le passage d'Evangile qui suit en langue bretonne, pour la Messe du jour. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", selon le rite d'avant le Concile Vatican II.

 

Stumm ordinal – bloavezh A:

Oferenn an deiz

* * * eus an Aviel santel hervez sant Yann

* * *

 

(20, 19-23)

Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibien gant aon rak ar Yuzevion, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h !»
Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotrou.
Un eil gwezh e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se me ivez ho kas.»
Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: «Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak en o dalc’hot, e vezint dalc’het dezhañ.»

 

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

** *

 

Stumm « dreist-ordinal »

Forme « extraordinaire »

*

Dominica Pentecostes *

*

Sul Gwenn

*

*

*

Kentañ gousperoù

Spered Santel, deuit eus an Neñv,

Deuit en ene ho pugale,

Ma vezo gant ho kras karget

Ar c’halonoù hoc’h eus krouet.

                    *

C’Hwi zo anvet ar Parakled,

Donezon an Uhel-meurbet,

Feunteun a vuhez, karantez,

Sklêrijenn, douster, levenez.

                     *

Stummit gant ho seizh donezon,

Diouzh skouer Mab Doue hor c’halon

Hag hon dougit, o flamm nerzhus,

D’embann d’ar bed Komzoù Jezuz.

                       *

Roit sklêrijenn d’hor speredoù

Ha karantez d’hor c’halonoù :

Distanit hon droukc’hoantegezh

Gant galloud ho puridigezh.

                    *

Kasit da bell hon enebour

Ma vimp e peoc’h gant ho sikour,

Ma c’hellimp gant ho kras bepred

En em ziwall diouzh ar pec’hed.

                       *

Roit dimp anavout ho Treinded,

An Tad, ar Mab, ha C’Hwi Spered,

Kevre santel a garantez,

Ha skoulm didorr a levenez.

                     *

Bezit meulet, Krouer ar bed,

Dre Jezuz, ho Mab unganet,

A ren gant ar Spered Santel

E buhez ho kloar peurbadel.

                    *

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Levr Ezekiel 47 & ar Salm 118 (117)

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !
Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

 

Kinnigadur * * *

Spíritus Dómini replévit, vocem meam (Furnez 1,7)

Spered an Aotrou a leugn an hollved,
Ha peogwir emañ o terc’hel pep tra unvanet,
ec’h anav kement a vez lavaret.

gant Matthew Curtis

 

 

 

 

 

 

 

 

*

 

*

 

Kemalenn ar Spered Santel

 
 

O deuit, Spered Santel,
ha bannit eus an neñvoù
skin ho kouloù peurbadel.
                  *
Deuit Tad ar beorien,
deuit gant ho roadoù
deuit luc’h hor c’halonoù.
                    *
C’hwi hor frealzer dispar,
annezad kaezh an ene,
kuñvat frealzidigezh.
                *
Diskuizh e-kreiz an trevell
disheol e-kreiz an tommder
didorr e-kreiz an daeroù.
                    *
C’hwi ar gouloù gwenvidik
ac’hubit en o donañ
kalonoù ho feizidi.
                *
Anez d’ho skoroù santel
e kalon pec’her mab-den
ne vez netra didamall.
                   *
Gwalc’hit mastar ar pec’hed,
dourit hor c’halonoù krin,
yac’hait hor goulioù.
                 *
Distennit pezh a zo reut,
tommit pezh a zo skornet,
reizhit pezh a zo gweet.
                  *
Gratait d’ho feizidi,
a zo o fiziañs ennoc’h,
seizhad ar spletoù santel.
                  *
Gant dellid ar santelezh,
ha frouezh ar silvidigezh,
roit levenez peurvat. Amen. Alleluia.

 

 

 

* DonezonoùAppel aux dons

Bennozh Doue deoc’h evit ho profoù, rak nebeut a arc’hant ha kalz ezhommoù ez eus e Lann-Anna. Evit kas ur prof

Notre oeuvre ne reçoit que très peu de dons. Merci à vous de nous permettre d’agrandir nos murs et nos âmes. Pour aller au formulaire