7et Sul Fask
pe: Ar Sul goude ar Yaou-Bask

Er stumm "Ordinal": Seizhvet Sul Fask, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": ar Sul goude Yaou Bask, a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diouzh goulenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II".

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche "7e Dimanche de Pâques", dont le passage d'Evangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "4e Dimanche après Pâques", selon le rite d'avant le Concile Vatican II.

 

Stumm ordinal – bloavezh A:

 

* * * eus an Aviel santel hervez sant Yann

* * *

 

(17, 1-11a)
En amzer-se, o vezañ savet e zaoulagad war-zu an neñv e lavaras Jezuz:
«Tad, deuet eo an eur; ro gloar d’az Mab evit ma roio da Vab gloar dit-Te, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep korf, ma roio ar vuhez peurbadel da holl gement ac’h eus roet dezhañ. Hogen, homañ eo ar vuhez peurbadel m’az anavezint-Te, ar gwir Doue n’eus nemetañ, hag an hini ac’h eus kaset, Jezuz Krist.
Me ‘m eus roet gloar dit war an douar; peurc’hraet em eus al labour az poa roet din d’ober. Ha Te bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen, gant ar c’hloar-se am boa ez kichen a-raok d’ar bed dont da vezañ.
Diskouezet em eus splann da anv d’an dud ac’h eus roet din eus a-douez ar bed; dit e oant, ha din-me ac’h eus o roet, ha da lavar-Te o deus miret.
Bremañ ec’h ouzont e teu diganit kement ac’h eus roet din.
Hag ar c’homzoù ac’h eus roet din, am eus roet dezho;
hag o degemeret o deus hag anavezet o deus evit gwir ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ez on bet kaset ganit.
Pediñ a ran evito; ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, dre ma ‘z int dit-Te; holl gement a zo din, a zo dit-Te; ha kement a zo dit, a zo din-me hag enno e kavan gloar.
N’emaon mui ken er bed, int-i avat a zo er bed e-pad ma ‘z an etrezek ennout.

 

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

** *

 

Stumm « dreist-ordinal »

Forme « extraordinaire »

*

Dominica post Ascensionem *

*

*  Ar Sul goude ar Yaou-Bask *

*

*

*

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !
Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

 

 

Kinnigadur * * *

an dibab a zo etre Exaudi, Domine, vocem meam (salm 26, 7.8.9 & 1)

 

hag hini ar Yaou Bask: Viri Galiaei (Oberoù 1, 11 & salm 46)

 

Selaouit, Aotroù, va mouez; va c’halon he deus komzet ouzhoc’h. Atav, Aotroù, e klaskin ho kwelout; na zistroit ket ho taoulagad diouzhin. Salm: Doue a zo va sklêrijenn, ha va nerzh; piv a c’hellfe va spontañ?

Tud Galilea, perak oc’h souezhet o sellout ouzh an ebr? Evel m’ho peus e welet o pignat d’an Neñv, evel-se e tiskenno un deiz. Salm: Pobloù, strakit holl ho taouarn; a vouezh uhel meulit Doue.

gant Matthew Curtis