5et Sul Fask
pe: ar pevare Sul goude Pask

Er stumm "Ordinal": Pemvet Sul Fask, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm "dreistordinal": ar Pevare Sul goude Pask, a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diouzh goulenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid roman "Sant Pius V", pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet "Vatikan II".

Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l'une se nomme "Forme ordinaire", d'après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche "5e Dimanche de Pâques", dont le passage d'Evangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l'autre forme liturgique, dite "Forme extraordinaire", qui formule ce Dimanche ainsi: "4e Dimanche après Pâques", selon le rite d'avant le Concile Vatican II.

 

Stumm ordinal – bloavezh A:

 

* * * eus an Aviel santel hervez sant Yann

* * *

feunteun Sant-Ildud

 

(14, 1-12)
Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez


D’ar mare m’edo Jezuz o tremen eus ar bed-mañ davet e Dad, e lavare d’e ziskibion: «Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet. Krediñ a rit e Doue, kredit ivez ennon. E ti va Zad ez eus chomajoù e-leizh, mar ne vije ket evel-se em bije lavaret deoc’h; setu m’emaon o vont da aozañ plas deoc’h. Ha pa vin aet, ha p’am bo kempennet plas deoc’h, e tistroin hag ho kemerin em c’hichen, evit ma vezot c’hwi ivez el lec’h m’emaon-me. Ha da gaout al lec’h ma ‘z an, ec’h ouzit an hent.»
Lavarout a reas Tomaz dezhañ: «Aotrou, ne ouzomp ket da belec’h emaout o vont;
ha penaos ec’h oufemp an hent?» Jezuz a lavaras dezhañ: «Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez; den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon. Mar am anavezfec’h, ec’h anavezfec’h va Zad ivez… Met a-vremañ e anaout a rit hag e welet hoc’h eus.»
«Aotrou, eme Filip, diskouez dimp an Tad hag e vo trawalc’h dimp.» Jezuz a lavaras dezhañ: «Keit amzer a zo abaoe m’emaon ganeoc’h, ha n’am anavezez ket c’hoazh, Filip? An hini am gwel, a wel ivez an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez dimp an Tad? Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar c’homzoù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad hag a chom ennon, eo a ra e oberoù.
Va c’hredit emaon en Tad hag emañ an Tad ennon. Pa ne ve ken, kredit en abeg d’an oberoù o-unan.»
«E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an neb a gred ennon a raio, eñ ivez, an oberoù a ran-me; ha reoù vrasoc’h c’hoazh a raio, dre m’emaon o vont davet va Zad.»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

** *

 

Stumm « dreist-ordinal »

Forme « extraordinaire »

*

Dominica Quarta post Pascha *

*

*  An pevare Sul goude Pask *

*

*

*

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

L’attribut alt de cette image est vide, son nom de fichier est H5.jpg.

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !
Ya, da virviken e pad e drugarez !

Selaouomp

 

 

Kinnigadur * * *

Salm 97, 1 et 2.

Cantáte Dómino

Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez,

dre m’en deus graet burzhudoù.

An Aotrou en deus roet da anaout e silvidigezh,

dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù.

 

Gant menech beneadat São Paulo:

*

*