Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn

Sul 9 a viz Here 2022 – Misal nevez : 28et Sul per annum bl. K/

Usus Antiquior : Dominica Decima Octava post Pentecosten

Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 9 Octobre 2022 – nouveau missel : 27e Dimanche per annum C/ Usus Antiquior : 18ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

17, 5-10

En amzer-se e lavaras an ebestel d’an Aotrou: «Kresk ennomp ar feiz!»

An Aotrou a respontas: «Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn-sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-vouar-mañ:  »En em ziwrizienn ha kae d’en em blantañ er mor »; hag e sentfe ouzhoc’h.

Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat, pe o vesa, a lavaro dezhañ pa zistroio eus ar park:  »Deus buan da azezañ ouzh taol »? Daoust ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ:  »Aoz din peadra da goaniañ, ha stard da c’houriz d’am servijañ, ken n’em bo debret hag evet, ha neuze e c’helli debriñ hag evañ te ivez »? Daoust hag anaoudegezh vat en devo e-keñver ar servijer-se dre m’en devo graet ar pezh a oa gourc’hemennet dezhañ?

Evel-se, c’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo bet gourc’hemennet deoc’h, lavarit:  »Servijerion dister ez omp: nemet ar pezh a zleemp da ober, n’hon eus graet ken. »»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima Octava post Pentecosten

 

 

Digoradur

 

Eccli. / Sirac’h 36, 18

Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.

Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded : selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotrou!»

 

 

 

 

*

Lecteur audi

00:0 *