Sul 13 a viz Du 2022 – misal nevez 33 Sul per annum bl.K / Usus Antiquior: Dominica Vigesima tertia post Pentecosten Trede Sul war ‘n ugent goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 13 novembre 2022 – nouveau missel 33e Dimanche du temps ordinaire année C / Usus Antiquior:23ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz 21, 5-19
En amzer-se e lavaras hiniennoù diwar-benn an Templ e oa kinklet kaer hag e lavaras Jezuz: «Evit an traoù-se a sellit outo e teuio deizioù ma ne chomo ken anezho maen war vaen a gement na vo ket diskaret.» Goulenn a rejont outañ: «Mestr, pegoulz eta e vo kement-se, ha petra vo an arouez ma vo an traoù-se war-nes c’hoarvezout?»
Eñ a respontas: «Diwallit da ziheñchañ. Rak kalz a zeuio dindan va anv hag a lavaro: » Me eo! » ha: »Tost eo ar c’houlz! ‘ N’it ket d’o heul! Ha pa glevot komz eus brezelioù ha taolioù-dispac’h, na vezit ket spontet: ret eo e c’hoarvezfe kement-se da gentañ, hogen n’eo ket diouzhtu e vo an diwezh.»
Neuze e lavaras dezho: «Sevel a ray broad enep broad ha rouantelezh enep rouantelezh. Krenioù-douar bras a vo, hag amañ hag a-hont bosennoù, naonegezhioù; darvoudoù spontus a vo hag en neñv arouezioù bras. Met a-raok kement-se e taolint o daouarn warnoc’h, ho stlejañ d’ar sinagogennoù ha d’ar prizonioù, ho kas dirak ar rouaned hag ar c’houarnourion abalamour d’am anv. Gant-se ho po tro da reiñ testeni din. Lakait mat en ho soñj n’ho po ket da brederiañ en a-raok petra vo da respont. Rak me eo a roio deoc’h komz ha furnez, a seurt ma n’hello ket hoc’h enebourion herzel outo nag o dislavarout. Gwerzhet e vezot zoken gant ho tad hag ho mamm, ho preudeur, ho tud kar hag ho mignoned. Darn ac’hanoc’h a vo lazhet. Ha kasaet e vezot gant an holl en abeg d’am anv. Met, blevenn ebet diwar ho penn ned aio da goll.
Dre ho talc’hegezh er boan e c’hounezot hoc’h eneoù.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Vigesima tertia post Pentecosten
Digoradur
Yeremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.
*
Lecteur audi