Dominica Tertia Adventus / Trede Sul an Azvent (Sul ar Gaudete)
Santez Odila, abadez Hohenburg in Elsas
dilun – sant Yann Diarc’henn, penitiour
dimeurzh – Merzherion bro-Laos
dimerc’her – Deroù sizhunvezh brientiñ Nedeleg. D’an Arloz e kinnig e Iliz, hag hi e bried, he galvadennoù mallus diwezhañ tra m’emañ tost e zistro.
Kentañ anv Doue: O Furnez (dazgwerzhad evit ar Magnificat, ofis ar gousperoù); s. Yuzhikael a zDevnon, roue Breizh & s. Briag
diriaou – Eil anv Doue: O Adonai; sant Gasian & s. Rien
digwener – Trede anv Doue: O Gwrizienn Yese; s. Anastaz & s.Yuzvael, roue Breizh
disadorn – Pevare anv Doue: O Alc’houez David;
+Dimanche 14 Décembre 2025 – 3e Dimanche de l’Avent: « Gaudete! »
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 11, 2-11 (A°)
Yann avat en e doull-bac’h o vezañ klevet petra oa oberoù ar C’hrist, a gasas hiniennoù eus e ziskibion da c’houlenn digantañ: «Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c’hortoz?» Jezuz a respontas dezho: «It da gemenn en-dro da Yann ar pezh a glevit hag a welit: An dud dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev; ar re baour a zo kemennet dezho ar c’heloù mat.Hag eürus an neb na vin ket un droukskoilh evitañ.» Evel ma oa ar re-mañ o vont war-raok, en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: «Na petra oc’h aet da welout er gouelec’h? Ur raosklenn brallet gant an avel? Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad flour? Ar re avat a zoug dilhad flour a chom e palezioù ar rouaned. Met petra ‘ta oc’h aet d’ober? Da welout ur profed? Ya, me lavar deoc’h, ha muioc’h eget ur profed. Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn: Setu ma kasan va c’hannad dirazout, evit ma kempenno an hent evidout. E gwirionez me lavar deoc’h, e-touez bugale ar gwragez, n’eus bet hini o sevel, brasoc’h eget Yann Vadezour. Ha koulskoude ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù a zo brasoc’h egetañ.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Tertia Adventus
Digoradur

Filipidi 4,4-6
Gaudéte in Dómino semper: íterum dico, gaudéte. Modéstia vestra nota sit ómnibus homínibus: Dóminus enim prope est. Nihil sollíciti sitis: sed in omni oratióne petitiónes vestræ innotéscant apud Deum. +Salm 84, 2 Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
En em laouenait hep ehan, en Aotroù; e lavarout a ran adarre, en em laouenait. Ra vezo anat ho kerreizhded d’an holl dud. Tost eo an Aotroù. Na vezit nec’het gant netra. Met dre hoc’h holl pedennoù, lakait ho koulennoù da sevel dirak Doue. S/ Ho krad vat, Aotroù, hoc’h eus diskouezet d’ho pro; graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*




