Trede Sul an Azvent (Sul ar Gaudete)

Sul 15 a viz Kerzu 2024Dominica Tertia Adventus / Trede Sul an Azvent (Sul ar Gaudete)

Dimanche 15 Décembre 2024 3e Dimanche de l’Avent

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

Lukaz *3, 10 – 18

En amzer-se e c’houlenne an engroezioù-tud digantañ: «Petra ‘ta ‘zo dimp d’ober?» Respont a rae dezho: «An neb en deus div vantell, reiñ unan d’an hini n’en deus ket; hag an neb en deus boued, ober kemend-all.» Publikaned ivez a zeuas evit bezañ badezet; hag int da lavarout dezhañ: «Mestr, petra ‘zo dimp d’ober? Hag e respontas dezho: «Na c’houlennit netra en tu all d’ar pezh a zo divizet deoc’h.» Soudarded ivez a c’houlenne digantañ: «Ha ni, petra ‘zo dimp d’ober?» Hag e lavaras dezho: «Na wallgasit den ebet, na ziskuilhit den ebet e gaou, ha tremenit gant ho kopr.» Evel m’edo ar bobl war-c’hed ha ma ‘n em c’houlenne an holl en o c’halonoù diwar-benn Yann hag-eñ ne vefe ket ar C’hrist, e roas Yann e respont en ur ziskleriañ d’an holl: « Me ho padez gant dour, met dont a ra unan galloudusoc’h egedon, ha ned on ket dellezek da ziskoulmañ korreenn e sandalennoù. Eñ ho padezo er Spered Santel hag en tan. En e zorn emañ ar bal-wenterez da beurnaetaat e leuriad, ha da serriñ ar gwinizh en e solier; ar pell avat, o deviñ a raio en un tan na varv ket.» Gant an holl brezegennoù-se hag e-leizh a re all e tegemenne d’ar bobl ar c’heloù mat.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica Tertia Adventus

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

Filipidi 4,4-6

Gaudéte in Dómino semper: íterum dico, gaudéte. Modéstia vestra nota sit ómnibus homínibus: Dóminus enim prope est. Nihil sollíciti sitis: sed in omni oratióne petitiónes vestræ innotéscant apud Deum. +Salm 84, 2 Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

En em laouenait hep ehan, en Aotrou; e lavarout a ran adarre, en em laouenait. Ra vezo anat ho kerreizhded d’an holl dud. Tost eo an Aotrou. Na vezit nec’het gant netra. Met dre hoc’h holl pedennoù, lakait ho koulennoù da sevel dirak Doue. S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro; graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/12/Gaudete-in-Domino.png