Sul 11 a viz Genver 2026 – Usus Antiquor: SANCTÆ FAMILIÆ IESU, MARIÆ, IOSEPH – Tiegezh Santel Jezuz, Mari ha Jozef; novus ordo: Badeziant Hon Salver
Dimanche 11 Janvier 2026 – Sainte Famille ; N.O. Baptême de Notre-Seigneur
+ Merzherion Osismor pe 7777 – seizh mil, seizh kant, seizh ugent ha seizh sant – Lanriware
dilun – Sant Konan
dimeurzh – sant Hiler; sant Enogad; sant Elient
dimerc’her – sant Felis; sant Erbin
diriaou – sant Makaer an Egiptat; santez Ida
digwener – Gouel Chadennoù sant Pêr; sant Fursa
disadorn – Emziskouezadenn ar Werc’hez Vari e Pontmaen
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 11-17 a viz Genver
Saints & fêtes 11-17 Janvier
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 3, 13- 172 (A°)
Neuze e teuas Jezuz eus Galilea d’ar Yordan da gaout Yann, evit bezañ badezet gantañ. Yann avat a glaske herzel outañ en ur lavarout: «Me eo am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, ha te eo a zeu d’am c’haout.» Met Jezuz a respontas: «Lez ober evit bremañ, rak evel-se e tleomp kas da benn pep reizhder.» Neuze Yann e lezas d’ober. Kerkent ha badezet, Jezuz a zeuas er-maez eus an dour, ha setu an neñvoù o tigeriñ evitañ, hag e welas Spered Doue o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ. Ha sed ur vouezh o tont eus an neñvoù a lavare: «Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez».

https://gregorien-en-paroisse.fr/
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
SANCTÆ FAMILIÆ IESU, MARIÆ, IOSEPH
Digoradur

Krennlavarioù 23, 24 et 25
Exsúltat gáudio pater Iusti, gáudeat Pater tuus et Mater tua, et exsúltet quæ génuit te.
Salm 83, 2-3 Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit et déficit ánima mea in átria Dómini.
Tad un den reizh zo levenez ennañ, ra ‘n em laouenaio da dad ha da vamm diwar da benn,
ha ra drivlio an hini he deus da c’hanet.
/ Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotroù ar galloudoù! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotroù!
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh





