Sul Fask er "stumm Ordinal"
Dimanche de Pâques dans la "forme ordinaire"
An Aviel santel hervez sant Vazhev
* * *
(28, 1-10)
Dasorc’het eo hag emañ en ho raok e Galilea.
An deiz war-lerc’h ar sabad, pa darzhe gouloù-deiz evit deiz kentañ ar sizhun, e teuas Mari Magdalen hag ar Vari all da welout ar bez.
Ha setu ma voe ur c’hren-douar bras: rak Ael an Aotroù a ziskennas eus an Neñv, hag a zeuas da ruilhañ ar maen kuit, ha da azezañ warnañ. Heñvel ouzh ul luc’hedenn e oa e zremm, hag e zilhad a oa gwenn evel an erc’h. Gant an aon dirazañ e krene ar warded hag e teujont da vezañ evel tud varv. An Ael avat o komz ouzh ar merc’hed a lavaras: «C’hwi, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini bet staget ouzh ar groaz. N’emañ ken amañ. Dihunet eo a-douez ar re varv, evel m’en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet ennañ. It buan da lavarout d’e ziskibion ez eo dihunet a-douez ar re varv ha setu ma ‘z a en ho raok da C’halilea. Eno en gwelot. Setu ar pezh am boa da gemenn deoc’h.»
Hag o vezañ aet buan er-maez eus ar bez gant aon ha levenez vras, e redjont da gemenn ar c’heloù d’e ziskibion. Ha setu ma teuas Jezuz a-benn-hent dezho ha ma lavaras: «Kevac’h!» Hag int-i o tostaat a bokas d’e dreid hag a stouas dirazañ.
Neuze e lavaras Jezuz dezho: «N’ho pet ket aon ! It da gemenn d’am breudeur mont da C’halilea: eno eo am gwelint.»
pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal
Stumm « dreist-ordinal »
Forme « extraordinaire »
*
* Dominica Resurrectionis *
*
* Sul Fask *
*
*
Vidi aquam * * *
(antifonenn amzer Fask)
Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1
a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/ Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !
Ya, da virviken e pad e drugarez !
*
*
Introït * * *
Resurrexi et adhuc tecum
Dasorc’het on, hag emaon adarre ganeoc’h, Alleluia; astennet hoc’h eus warnon ho torn, Alleluia; burzhudus eo bet ho furnez, Alleluia, Alleluia. S/ Evesaet mat hoc’h eus ouzhin, ha va anaout a rit. Gouzout a rit pegen izel on bet lakaet, anaout a rit va dasorc’h.
*
*
*
Da zeiz Gwener ar Groaz eo kroget naved an Drugarez.
Hogen n’eo ket re ziwezhat evit stagañ ganti!