Sul eizvetezh Pask « in albis »

 

Sul 7 a viz Ebrel 2024Usus Antiquior: Dominica in Albis In Octava Paschæ – Sul eizvetezh Pask (Sul ar C’hasimodo) Misal Nevez Sul an Drugarez.

Dimanche 16 Avril 2024Nv missel: 2e Dimanche de Pâques Dimanche de la Miséricorde  / Usus Antiquior : Dimanche in Albis de l’Octave de Pâques

 

 

*****************

Aviel misal nevez bl.B 

s.Yann 20, 19-31

Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibion gant aon rak ar Yuzevion, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h !» Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotroù. Un eil gwezh e lavaras dezho: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, evel-se me ivez ho kas.» Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho: «Resevit ar Spered Glan. Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak en o dalc’hot, e vezint dalc’het dezhañ.» Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimoz (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. An diskibion all a lavaras dezhañ: «Gwelet hon eus an Aotroù.» Eñ avat a respontas: «Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.» Eizh deiz war-lerc’h, edo adarre an diskibien e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras: «Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!» Ha da c’houde e lavaras da Domaz: «Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn; astenn da zorn, hag en laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder.» Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ: «Va Aotroù ha va Doue.» Lavarout a reas Jezuz dezhañ: «Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Eürus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet.» Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibion, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ. Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist, ar Mab da Zoue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica in Albis In Octava Paschæ

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

1. Per 2, 2

Quasi modo géniti infántes, allelúia: rationabiles, sine dolo lac concupíscite, allelúia, allelúia allelúia.

& Salm 80,2 Exsultáte Deo, adiutóri nostro: iubiláte Deo Iacob.

*

Evel bugaligoù nevez-c’hanet, c’hoantait a galon laezh speredel ar gelennadurezh wirion & S/

Kanmeulit Doue, hor skoazeller, youc’hit da zoue Yakob!

 

 

 

eur

audio

*