Sul ar Seikontved
Sul 1 a viz C’hwevrer 2026 – Dominica in Septuagesima – Sul ar Seikontved (Sul ar Peuz); novus ordo: 4re Sul per annum
Dimanche 1er Février 2026 – Dimanche de la Septuagésime; Novus o. 4e Dimanche per annum
+ santez Berc’hed (Iw. Brighid), abadez Cill Dara
dilun – Gouel Kinnigadenn an Arloz pe Gouel Maria ar Gouloù
dimeurzh – Blaez; Ansgar; Yae
dimerc’her – Veronika; Maodan
diriaou – Agata; Ina
digwener – Vaast; Paol Miki hag e geneiled; Amand; Mael
disadorn – Pius IX; Aodren
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 1-7 C’hwevrer
Saints & fêtes du 1 au 7 février
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 5, 1-12a
1 En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez, hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibion.
2 Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout:
3 «Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
4 Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet.
5 Eürus ar re ‘zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod.
6 Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc’h dezho.
7 Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo.
8 Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue.
9 Eürus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue.
10 Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
11 Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me.
12 Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù !»

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica in Septuagesima
Digoradur

Salm 17, 5, 6 & 7
Circumdedérut me gémitus mortis, dolóres inférni circumdedérunt me : et in tribulatióne mea invocávi Dóminum, et exaudívit de templo sancto suo voce meam.+ 2-3 / Díligam te, Dómine, fortitúdo mea: Dóminus firmaméntum meum, et refúgium meum, et liberátor meus.
Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, paket e oan e rouedoù ar marv. Em anken em eus galvet an Aotrou, hag eus e neved en deus klevet va mouezh. S/ Aotroù, ho karout a ran, C’hwi ar roc’h a gavan bod enni; va skoed, va c’horn-trec’her, va c’hreñvlec’h.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Goueler etre an 1 hag ar 7 a viz C’hwevrer
Le sanctoral du 1 au 7 Février



