Sul ar C’hwekontved
Sul 8 a viz C’hwevrer 2026 – Usus Antiquor: Dominica in Sexagesima / Sul ar C’hwegontved (Sul ar Peuzlard); novus ordo: 5vet Sul per annum
Dimanche 8 Février 2026 – Dimanche de la Sexagésime; Novus o. 5e Dimanche per annum
*
+ Yagu, breur s. Gwenole; Nicetus pe Nizier; Jerom Emilian
dilun – Teliav; Appollina
dimeurzh – Fagan ha Duvian; Gwilherm Malavalle
dimerc’her – Gobnata; Intron Varia Lourda
diriaou – Ludan; Benead Anian
digwener – Mezevneg; Fulkran; Ermenilda
disadorn – Derian; Kurilloz ha Metodioz
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 8-14 C’hwevrer
Saints & fêtes pour la semaine du 8 au 14 Février
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 5, 13-16
C’hwi eo sklêrijenn ar bed. N’hell ket bezañ kuzhet ur gêr savet war lein ur menez;
ha ne vez ket enaouet ul lamp evit he lakaat dindan ar boezell, met war ar c’hantolor, evit ma sklêrijenno holl dud an ti.
Evel-se ra lugerno ho sklêrijenn-c’hwi dirak an dud, evit ma teuint, dre welout hoc’h oberoù mat, da zougen klod d’ho Tad a zo en Neñvoù».

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica in Sexagesima
Digoradur

Salm 43, 23-26.
Exsúrge, quare obdórmis, Dómine? exsúrge, et ne repéllas in finem: quare fáciem tuam avértis, oblivísceris tribulatiónem nostram? Adhǽsit in terra venter noster: exsúrge, Dómine, ádiuva nos, et líbera nos.
+ 2/ Deus, áuribus nostris audívimus: patres nostri annuntiavérunt nobis.
Savit neuze ! Perak kousket, Aotroù? Dihunit, ha n’hon distaolit ket da holl viken. Perak e kuzhit ouzhimp ho tremm, hag ankouaat a rit ez omp reuziet ha mac’homet? A-stok hor c’horf emaomp astennet er poultr, hor c’hof a chom peg ouzh an douar. Savit, Aotroù, deuit d’hor skoazellañ, ha dieubit-ni en abeg d’ho trugarez. & 2 / Doue, klevet o deus hon divskouarn, danevellet o deus dimp hon tadoù.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Le sanctoral pour la semaine du 8 au 14Février



