Sul ar Bleuñv er "stumm Ordinal"
Dimanche des Rameaux dans la "forme ordinaire"
An Aviel santel hervez sant Vazhev
(21, 1-11)
Aviel Tregerzh Jezuz e Jeruzalem
Benniget an hini a zeu e anv an Aotrou Doue.
Ha pa voent erru tost da Jeruzalem ha degouezhet e Betfage war-dro menez an Olived, neuze e kasas Jezuz daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho: «It d’ar gêriadenn a zo dirazoc’h; ha diouzhtu e kavot un azenez stag hag un azenig ganti; he distagit hag o degasit din. Mar bez lavaret deoc’h un dra bennak, respontit: »An Aotrou en deus ezhomm anezho », ha diouzhtu goude en o taskoro deoc’h.» Kement-mañ a zegouezhas evit ma teufe da wir komz ar profed: «Lavarit da verc’h Sion: Setu ma teu davedout da Roue, diloc’h, azezet war un azenez ha war un azenig, mab an hini a zoug ar yev.»
Mont a reas eta an diskibion hag o vezañ graet evel m’en devoa Jezuz kemennet dezho, e tegasjont ganto an azenez hag an azen bihan. Kempenn a rejont o mantelloù warno hag e rejont dezhañ azezañ. Ur maread a dud a ledas o mantelloù war an hent; darn all a droc’he skourroù diouzh ar gwez hag o strewe war an hent. Hag an engroez tud-se, en e raok ha war e lerc’h, a youc’he:
«Hozanna da Vab David! Ra vo benniget an hini a zeu e anv an Aotrou!
Hozanna e barr an Neñvoù !»
pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal
Stumm « dreist-ordinal » * * * Amzervezh ar Basion
Forme « extraordinaire » * * * Temps de la Passion
*
Dominica in Palmis
Sul ar Bluñv
Lidkerzh
Hosanna filio David
Salm 117, 1-22-23-27-28
Hozanna da vab David! Benniget an hini a zeu en anv an Aotroù, roue Izraël,
Hozanna e barr an Neñvoù!
ougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh !
Ya, da virviken e pad e drugarez !
Ar maen bet distaolet gant ar saverion,
a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn;
Hozanna…
Doue eo an Aotrou,
lakaet en deus e sklêrijenn da splannañ warnomp.
Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn
tre betek kernioù an aoter.
Hozanna…
*
Antifonnen
Pueri Hebræórum
Bugale an Hebreed, en o daouarn bodoù olivez, a zeuas da gaout Jezuz, o hopal hag o youc’hal: Hozanna e barr an Neñvoù.
& eus ar salm 23
O Porzhioù, savit ho talbennoù,
It war wint, o Dorioú peurbadel,
ma’z antreo ar Roue Klodus !
Ha piv eo ar Roue Klodus-se?
An Aotrou kadarn ha galloudek,
an Aotrou galloudek en emgannoù.
O Porzhioù, savit ho talbennoù,
It war wint, o Dorioú peurbadel,
ma’z antreo ar Roue Klodus !
Ha piv eo ar Roue Klodus-se?
Aotrou al luoz
eñ eo ar Roue Klodus.
*
*
antifonenn
Ingrediénte Dómino in sanctam civitátem, Hebræórum púeri resurrectiónem vitæ pronuntiántes, * Cum ramis palmárum : Hosánna, clamábant, in excélsis…
P’edo an Aotroù o vont er gêr santel, bugale an Hebreed a embannas dasorc’hidigezh an Hini a oa Mestr ar vuhez, ha ganto skourroù palmez e lavarent: Hozanna a barr an Neñvoù. Gw/ P’he devoe klevet ar bobl edo o tegouezhout Jezuz e Jeruzalem ez ajont d’hen diambroug gant skourroù palmez, en ur ganañ: Hozanna e barr an Neñvoù!