Sul 5 a viz Kerzu 2021

Sul 5 a viz Kerzu 2021 Dominica Secunda Adventus – Eil Sul an Azvent

Dimanche 5 Décembre 2021 – 2e Dimanche de l’Avent

 

Misal nevez: Aviel Sant Lukaz

3,1-6

Ar bemzekvet bloavezh eus impalaeriezh Tiberius Kaesar, pa oa Poñs-Pilat gouarnour Youdea, Herodez tetrark Galilea, Filip, e vreur, tetrark Iturea ha Bro-Drakonitiz, ha Lisania tetrark Bro-Abilen, dindan ar veleion-veur Anna ha Kaifaz, ec’h en em roas komz Doue da glevout da Yann, mab Zakaria, er gouelec’h.

Mont a reas dre holl vro ar Yordan en ur embann ur vadeziant a binijenn evit distaol ar pec’hedoù, evel ma ‘z eo skrivet e levr komzoù ar profed Izaia: «Ur vouezh o hopal er gouelec’h: Kempennit hent an Aotrou, kompezit e wenodennoù. Pep traonienn a vo leuniet, ha pep menez ha pep krec’hienn a vo izelaet, ar c’hildroioù a vo krennet hag an hentoù roc’hellek a vo kompezet, hag e welo pep krouadur silvidigezh Doue.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

Stumm Usus Antiquior

 

ominica Secunda Adventus

*

*    *   *   *    *

*

*

Digoradur

Izaia 30,30

Pópulus Sion, ecce, Dóminus véniet ad salvándas gentes : et audítam fáciet Dóminus glóriam vocis suæ in lætítia cordis vestri.

Salm 79, 2

Qui regis Israël, inténde : qui dedúcis, velut ovem, Ioseph.

 

Pobl Sion, setu m’emañ erru an Aotroù Doue da salviñ an broadoù. Lakaat a raio e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag e trido ho kalonoù gant al levenez. S/ Mesaer Israel, selaouit, c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved

 

 

 

 

aud