Sul 31 viz Here 2021

Sul 31 a viz Here 2021

Misal nevez: 31 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)

Usus Antiquior : Sul diwezhañ miz Here

Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved & Vijil Gouel an Hollsent

Nouveau Missel : 31e Dimanche du temps ordinaire.

Usus Antiquior: Dominica ultima octobris

In Festo Domini Nostri Iesu Christi Universorum Regis

& In Vigilia Omnium Sanctorum

 

Misal nevez: Mark 12,28-34

En amzer-se e tostaas ur skrib ouzh Jezuz: Gwelet en devoa e responte Jezuz brav dezho; goulenn a reas outañ: «Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù?» «Ar c’hentañ, a respontas Jezuz, eo hemañ:

Klev, Israel: An Aotrou hon Doue eo an Aotrou nemetañ. Ha karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered ha gant da holl nerzh.

Hag an eil eo hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Brasoc’h eget ar re-se, n’eus gourc’hemenn all ebet.»

Hag ar Skrib da genderc’hel: «Mat-kaer, Mestr, emezañ. Gant gwirionez ec’h eus lavaret ez eo eñ an Hini nemetañ ha n’eus hini all ebet estregetañ. Hag e garout gant an holl galon, gant an holl spered ha gant an holl nerzh, ha karout an nesañ evel an-unan, a dalvez war an holl holloskadoù hag an holl aberzhoù.» Ha Jezuz o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: «N’emaout ket pell diouzh Rouantelezh Doue.» Ha den ebet ne grede mui ober outañ goulennoù.

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

Stumm Usus Antiquior

 

 

 

n Festo Domini Nostri Iesu Christi Universorum Regis

& In Vigilia Omnium Sanctorum

*

Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved

& Vijil Gouel an Hollsent

 

Digoradur

Diskuliadur 5, 12 ; 1, 6.

Dignus est Agnus, qui occísus est, accípere virtútem, et divinitátem, et sapiéntiam, et fortitúdinem, et honórem. Ipsi glória et impérium in sǽcula sæculórum.

Salm 71,1

Deus, iudícium tuum Regi da : et iustítiam tuam Fílio Regis.

 

Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, an nerzh, an enor, ar c’hloar, ar veuleudi ! Dezhañ ar c’hlod hag ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù!

S/ O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue.

aud