Sul 3 a viz Ebrel 2022
Sul ar Basion – Dominica Passionis
Dimanche 3 Avril 2022 – Nouveau missel: 5e Dimanche de Carème
Usus Antiquior Dimanche de la Passion
Misal nevez
Aviel sant Yann
8, 1-11
En amzer-se e yeas Jezuz da Venez an Olived. Met da darzh an deiz e teue d’an Templ, hag an holl bobl a zerede d’e gaout; hag aet en e goazez en em lakae da gelenn.
Neuze ar Skribed hag ar Farizianed a zegasas dezhañ ur vaouez bet tapet oc’h ober avoultriezh;o vezañ he lakaet en he sav e-kreiz an holl, e lavarjont dezhañ: «Mestr,ar vaouez-mañ a zo bet tapet war an taol oc’h ober avoultriezh. Ha neuze el Lezenn, Moizez en deus gourc’hemennet dimp labezañ ar merc’hed seurt-se; ha te, petra ‘lavarez?» Komz a raent evel-se evit e aprouiñ, dezho da gaout peadra d’e damall.
Met Jezuz o stouiñ, en em lakaas da skrivañ gant e viz war an douar.
Evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e tigeinas hag e respontas dezho: «An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h, eñ da gentañ ra daolo outi ur maen.» Hag o soublañ adarre, e skrive war an douar.
Int avat o klevout se, en em dennas kuit hini hag hini, ar re goshañ da gentañ; ma voe lezet e-unan hag ar wreg en he sav e-kreiz an dud. Jezuz a zigrommas neuze hag a lavaras dezhi: «Maouez, pelec’h emaint? Den ebet n’en deus da gondaonet?» Hi a respontas: «Den ebet, Aotrou !» Ha Jezuz da lavarout: «Me kennebeut n’az kondaonin ket; hag hiviziken, chom hep pec’hiñ.»
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Digoradur
Salm 42,1-2
Iúdica me, Deus, et discérne causam meam de gente non sancta: ab homine iníquo et dolóso éripe me: quia tu es Deus meus et fortitúdo mea.
&3 Emítte lucem tuam et veritátem tuam: ipsa me de duxérunt et adduxérunt in montem sanctum tuum et in tabernácula tua.
Barnit-me en ho reizhded, o Doue, ha difennit va breud a-enep ur bobl disleal; eus an dud gaouiat ha fallakr dieubit-me rak c’hwi, Doue, zo va goudor.
+ Kasit din ho sklêrijenn hag ho kwirionez, int am bleino, int am reno, betek ho menez santel, betek hoc’h Annez.