Dominica Prima Adventus
Sul Kentañ an Azvent
Misal nevez: Aviel Sant Lukaz 21, 25-28, 34-36
En amzer-se e komze Jezuz gant e ziskibion eus e zistro: «Hag e vo arouezioù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar enkrez e-touez ar Broadoù gant ar souezhus ma vo trouz ar mor hag an tonnoù. An dud o tisec’hañ gant ar spont o ‘n em c’houlenn petra vo o tont war ar bed-holl, rak galloudegezhioù an neñvoù a vo brallet.
Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont war ur goabrenn, gant galloud ha gloar vras. Pa stago an traoù-se da c’hoarvezout, adsavit ho kalon ha sonnit ho penn, rak tost e vo deoc’h bezañ tennet a boan.»
Diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, gant aon na ve pounneraet ho kalonoù gant an dirollerezh, ar vezventi ha prederioù ar vuhez-mañ, ha na gouezfe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm, evel ur roued; rak kouezhañ a raio war an holl dud a zo o chom war an douar a-bezh.
Beilhit eta, en ur bediñ e pep amzer, ma vezot barrek da dec’hout diouzh an holl draoù-se da zont, ha da chom en ho sav dirak Mab an Den.»
daved al load « Introïbo «
Stumm Usus Antiquior
*
Digoradur
Salm 24,1-3
Ad te levávi ánimam meam: Deus meus, in te confíde, non erubéscam: neque irrídeant me inimíci mei: étenim univérsi, qui te exspéctant, non confundéntur.
+ 4 Vias tuas, Dómine, demónstra mihi: et sémitas tuas édoce me.
Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh, na drido ket va enebourion diwar va fenn ; nann, an neb zo e fiziañs ennoc’h n’en devo ket a vezh.
+ gwerzad 4/ Hoc’h hentoù, grit din o anavezout, Aotrou, ho kwenodennoù o c’helennit din.
aud