Sul 27 a viz C’hwevrer 2022

Sul 27 a viz C’hwevrer 2022

8vet Sul Per Annum / Stumm Usus Antiquior: Dominica in Quinquagesima / Sul ar Pemontved (Sul Peuzdibeuz, pe « al lard »)

Dimanche 27 Février 2022: 8e Dimanche Per Annum / Forme Usus Antiquior : Dimanche de la Quinquagésime

 

 

Misal nevez

Aviel Sant Lukaz 

6, 39-45

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibien ur barabolenn: «Daoust hag e c’hell un den dall heñchañ un den dall? Daoust ha ne gouezhint ket o-daou en ur poull bennak?

N’emañ ket an diskibl a-us d’e vestr, hogen pep diskibl peur-stummet a vo evel e vestr.

Perak e taolez evezh ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, hag an treust a zo ez lagad-te, n’en gwelez ket?

Penaos e c’hellez lavarout d’az preur:  »Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo ez lagad », ha te o chom hep gwelout an treust a zo ez hini? Pilpouz, dilam da gentañ an treust a zo ez lagad, ha neuze e weli sklaer da zilemel ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

«N’eus ket a wezenn vat oc’h ober frouezh fall, na kennebeut a wezenn fall oc’h ober frouezh mat. Rak diouzh he frouezh e vez anavezet pep gwezenn; n’eo ket diwar ar spern e vez dastumet figez, na diwar an drez e vez mendemet rezin.

An den mat a denn ar mad eus teñzor mat e galon, hag an den drouk a denno an droug eus e zrougiezh. Rak diouzh ar pezh a leugn ar galon e komz ar genou.

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior +

 

 

ominica in Quinquagesima

 

 

*

Digoradur

Salm 30, 3-4.

Esto mihi in Deum protectórem, et in locum refúgii, ut salvum me fácias: quóniam firmaméntum meum et refúgium meum es tu: et propter nomen tuum dux mihi eris, et enútries me.

& 2 / In te, Dómine, sperávi, non confúndar in ætérnum: in iustítia tua líbera me et éripe me.

Bezit evidon ur roc’hell a repu, ur c’hreñvlec’h a silvidigezh. Rak C’hwi eo va roc’hell ha va c’hreñvlec’h, evit enor hoc’h anv bleinit-me ha renit-me.

& 2 / Ennoc’h, Aotrou, e klaskan va goudor, grit na vin morse kerseet.