Misal nevez : 30 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)
Usus Antiquior : an Eil Sul war nugent goude ar Sul-Gwenn
Nouveau Missel : 30e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Vigesima secunda post Pentecosten
Misal nevez: Mark 10, 46-52
En amzer-se e tegouezhas Jezuz e Yeriko. Hag evel m’edo o vont er-maez eus kêr, a-unan gant e ziskibien hag ur bobl a dud, bras a-walc’h, edo Bartime, mab Time, ur c’hlasker-bara dall, en e goazez, war ribl an hent.
Pa glevas e oa Jezuz an Nazaredad, e stagas da youc’hal: «Mab David, Jezuz, az pez truez ouzhin!» Meur a hini a groze outañ evit ma tavje, hogen kreñvoc’h a-se e youc’he: «Mab David, az pez truez ouzhin !»
Ha Jezuz da chom a-sav ha da lavarout: «Galvit-eñ.» Gervel a reont an den dall en ur lavarout dezhañ: «Kemer kalon! Sav! Da c’hervel a ra.» Hag eñ da deurel e vantell diwarnañ, hag en ul lamm da vont da gaout Jezuz.
Ha Jezuz a c’houlennas outañ: «Petra ‘fell dit e rafen evidout?» «Rabbouni, eme an den dall, ma welin !» Ha Jezuz a lavaras dezhañ: «Kae ! da feiz he deus da salvet.»
Ha raktal e welas hag e heulie Jezuz war an hent.
daved al load » Introïbo «
* * * Stumm Usus Antiquior * * *
ominica Vigesima secunda post Pentecosten
*
Introït / Digoradur
Salm 129,3-4.
Si iniquitátes observáveris, Dómine: Dómine, quis sustinébit ? quia apud te propitiátio est, Deus Israël.
+1-2 De profúndis clamávi ad te, Dómine: Dómine, exáudi vocem meam.
Mar dalc’hit kont eus hor gwalloù, Aotrou, piv, Aotrou, a c’hello padout? Met ganeoc’h emañ an diskarez.
S/ Eus an islonk e c’harman davedoc’h, Aotrou,
Aotrou, selaouit va mouezh !
aud