Sul 22 a viz Mae 2022

Sul 22 a viz Mae 2022 – C’hwec’hvet Sul Fask / Dominica Quinta post PaschaAr Pemvet Sul goude Pask

Dimanche 22 Mai 2022 – Nouveau missel: 6e Dimanche de Pâques / Usus Antiquior : 5e Dimanche après Pâques

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Yann

14, 15-21

En amzer-se, e lavaras Jezuz: «Mar am c’harit, e virot va gourc’hemennoù. Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc’h ur Frealzer all, ma chomo ganeoc’h da viken, ar Spered a wirionez n’hall ket ar bed en resev dre n’e wel ket ha n’ en anavez ket; c’hwi avat e anavez, rak ganeoc’h emañ o chom hag ennoc’h e vo.

N’ho lezin ket emzivaded; distreiñ a rin davedoc’h. C’hoazh un herradig hag ar bed n’am gwelo ket mui; met c’hwi am gwelo, rak bev ez on-me ha c’hwi a vezo bev ivez.

En deiz-se ec’h anavezot emaon em Zad ha C’hwi ennon, ha me ennoc’h. An hini en deus va gourc’hemennoù hag o mir, eo hennezh an hini am c’har; hag an hini am c’har, a vezo karet gant va Zad, ha me er c’haro hag en em ziskuilho dezhañ.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !

 

 

 

*

Digoradur

 

Izaia 48, 20

Vocem iucunditátis annuntiáte, et audiátur, allelúia: annuntiáte usque ad extrémum terræ: liberávit Dóminus pópulum suum, allelúia, allelúia  /  salm 65, 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Gant youc’hadennoù degemennit, embannit an dra-mañ, en roit da c’houzout betek penn pellañ an douar, lavarit: Dasprenet en deus an Aotrou e bobl! / Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.

 

*